Tatiana Okunevskaya

Eus Wikipedia
Tatiana Okunevskaya
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rusia Kemmañ
Anv-bihanTatiana Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Meu 1914 Kemmañ
Lec'h ganedigezhZavidovo Kemmañ
Deiziad ar marv15 Mae 2002 Kemmañ
Lec'h ar marvMoskov Kemmañ
Lec'h douaridigezhVagankovo Cemetery Kemmañ
PriedBoris Gorbatov, Archil Gomiashvili Kemmañ
KarQ26712795 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Place of detentionLefortovo Prison Kemmañ
Micheraktour c'hoariva, aktour sinema, memoirist, aktour Kemmañ
Bet war ar studi eMoscow Architectural Institute Kemmañ
Deroù ar prantad labour1933 Kemmañ
Prizioù resevetMerited Artist of the RSFSR Kemmañ
Tatyana Okunevskaya e 1936.

Tatiana Kirillovna Okunevskaya (rusianeg:Татьяна Кирилловна Окуневская), ganet d'an 3 a viz Meurzh 1914 hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Mae 2002, a oa un aktourez rusian.

Ganet e voe e Zavidovo, e gouarnelezh Moskov e 1914.

Gwelet e voe e filmoù etre 1933 ha 1948. Er bloavezh-se e voe harzet ha tamallet dezhi bezañ "un enebourez d'an URSS". Palforzhet e voe gant Lavrentiy Beria, ha kondaonet da 10 vloaz er Goulag.

An harzadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beria a oa deuet a-benn da zesach anezhi en e zatcha prevez dre an digarez ma c'hellfe lakaat anezhi da dremen un arnodenn dirak ar Politburo. Ur wech erruet en datcha e kinnig dezhi dieubiñ he zad hag he mamm-gozh eus toulloù-bac'h an NKVD gant ma asantfe kaout darempredoù reizhel gantañ. Gwallet e voe gantañ goude-se ha huchal a rae warni "huch pe get, ne ra forzh."

Beria a ouie mat e oa bet lazhet familh Tatiana Okunevskaya dija meur a viz en a-raok. Okunevskaya a voe harzet nebeut amzer goude an afer-se ha kondaonet buan da 10 vloaz Goulag met bac'het he-unan.

Chom bev a reas ha dieubet e voe e 1954.

Goude ar Goulag[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a reas war-zu ar c'hoariva ha c'hoari a reas pezhioù-c'hoari betek 1959. Etre 1959 betek 1979 e laboure evel arzourez evit ar Gosconcert (aozadur foran soviedel ar sonadegoù) ha Mosconcert (ar memestra evit Moskov).

Plac'h kreñv he yec'hed, buan a-walc'h e yeas war fallaat goude un oberatadenn e 2000. Marvet eo e Moskov e 2002. Oadet e oa a 88 vloaz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]