Mont d’an endalc’had

Taolenn vannouriezh

Eus Wikipedia
Skouer un daolenn vannouriezh evit ur gartouchenn 7,62 × 51 mm NATO.

Un daolenn vannouriezh zo un ostilh evit rakjediñ bannouriezh diavaez ur vannadell ha kempouezañ efedoù elfennoù evel an avel pe ar gravitadur war he zreizhent. Peurliesañ e vez implijet evit ar sportoù tennañ, ar chaseal pe gant an dennerien-resisted hag ar sniperien en armeoù.

War an daolenn vannouriezh e vez skrivet ar pezh a c’hallo bezañ kouezh ur vannadell hervez ar gravitadur. Gellet a ra bezañ eztaolet ar c’houezh-mañ e meutadoù pe e munutennoù-korn (moa) er broioù saoznek, hag e santimetroù pe e miliradianoù (mrad) er broioù a ra gant ar sistem metrek, kement-mañ hervez elfennoù ar munision (kargad poultr, pouez ar boled, tizh o vont e-maez eus ar c’hanol), elfennoù an arm (reoliañ al lunedenn pe ar c’houch, doare rizennoù ar c’hanol) pe elfennoù diavaez (temperadur, tizh an avel, gwask an aer). Driv ur vannadell a c’hall bezañ rakjedet hervez nerzh ha tu an avel ivez[1].

Taolenn vannouriezh implijet e 1915 evit rakjediñ bannouriezh un obuz hag e shrapnel. He fal e oa reoliañ sistem-daleañ fuzeenn an obuzoù hervez pellder an enebourien.

War baper eo e veze kavet taolennoù bannouriezh abaoe dibenn an XIXvet kanted da nebeutañ ha donedigezh kanolioù hag armoù-tan hiniennel savet evit tennañ pelloc’h evit un nebeud kantadoù a vetradoù. Abaoe un nebeud bloavezhioù e kinnig embregerezhioù munisionoù 'zo taolennoù enlinenn pe arloadoù evit jediñ bannouriezh ur vannadell. En armeoù e krog ar sniperien da implijout meziantoù-jediñ enbarzhet en o lunedenn, evel an hini savet gant APexO hag enbarzhet er jederioù FN Elity implijet gant arme Frañs abaoe 2023[2].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) How to Read a Ballistics Table, NRA Family, 08/05/2023 (lennet d'an 03/12/2024)
  2. (fr) LAGNEAU Laurent, L’armée de Terre a passé une « importante commande » de calculateurs balistiques FN Elity pour ses tireurs d’élite, 07/02/2023 (lennet d'an 03/12/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan