Suzana
Suzana (pe Suzanna a-wechoù) zo un anv-badez brezhonek ha portugalek, roet d'ar plac'hed. E gavout a reer en Testamant Kozh, koulz hag en Testamant Nevez.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra ar ger eus an arameeg: eus ar ger " שושנה " /Shoshannah, tremenet en hebreeg, hag a dalv kement ha lili.
En hebreeg a vremañ e talv Shoshana kement ha rozenn,ur ger a servij evel anv-badez ivez.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Suzanna zo un anv a gaver en Testamant Kozh, e Levr Daniel, koulz hag en Testamant Nevez, en Aviel Sant-Lukaz. Implijet e veze e deroù ar gristeniezh ha goude ez eas diwar c'hiz betek ar XVIvet kantved pa oa implijet a-nevez gant ar Brotestanted ha puritaned Bro-Saoz abalamour ma oa diouzh ar c'hiz an anvioù kavet er Bibl en o zouez. Abaoe eo deuet da vout un anv klasel.
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Susan e saozneg, met meur a stumm saoznek all zo
- Susana e spagnoleg
- Susanna e finneg, italianeg, saozneg ha svedeg
- Susannah e saozneg
- Susanne en alamaneg, daneg , norvegeg
- Susano en esperanteg
- Suzanna e saozneg
- Suzanne e galleg
Suzana ar Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En Testamant Kozh en e gaver e Levr Daniel. Gwelout ar pennad Suzana (Bibl) .
- En Testamant Nevez en e gaver en Aviel Lukaz. Suzana zo anv unan eus ar maouezed a vez da-heul Jezuz en e valeadennoù hag en sikour gant he madoù.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Suzana, kanerez portugalat
- Suzana Abranches, aktorez vrazilian
- Suzana Alves, aktorez vrazilian
- Suzzanna, aktourez indonezat
- Zsuzsa Polgár, mestrc'hoarierez echedoù hungarat
Gouel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lidet e vez Santez Suzana d'an 11 a viz Eost
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kalzik a oberennoù zo bet awenet gant Suzanna an Testamant Kozh.
- Gwelout: Suzana hag ar gozhidi.
Met maouezed all heñvelanvet o deus awenet oberennoù all.
Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kelaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Suzanápolis, e Brazil
- Gwelout Suzanna.