Suzana (Bibl)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
  • Ur pennad Suzana zo diwar-benn an anv-badez.
Suzana o kibellat, gant Albrecht Altdorfer.

Suzana pe Suzanna, zo anv meur a vaouez er Bibl.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra eus ar ger hebreek Shoshana (a dalv kement ha lili). E gavout a reer en Testamant Kozh, koulz hag en Testamant Nevez.


Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mojenn Levr Daniel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou gozh a renk uhel eus ar c'hornad, a oa troet o spered gant Suzana, ur vrav a vaouez a oa gwreg ur yuzev pinvidik, a guzhas er jardin ma oa-hi kustum da gibellat en he noazh. Ha i neuze d'he gourdrouz ha da lavarout e ranke o lezel da gemer o c'hoant rak panevet da se e tamallfent anezhi da vout avoultrerez, pezh a dalve kement ha kastiz ar marv. Nac'h plegañ dezho a reas Suzana, hag an daou gozh kuit. Nemet derc'hel d'o ger a rejont.

Barnet e voe ar wreg ha kondaonet d'ar marv, met dont a reas Daniel (ur profed en Testamant Kozh) d'he sikour, ha prouiñ a reas e oa ganti e oa ar wirionez.
Kondaonet ha meinataet e voe an daou zen fall.


Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalzik a oberennoù zo bet awenet gant mojenn an Testamant Kozh.

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Livouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar vojenn viblek ez eus bet awenet meur a arzour. Gwelout ar pennadoù:

Kizellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Suzana o kibellat, gant Pierre Nicolas Beauvallet.


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]