Mont d’an endalc’had

Suzana hag ar gozhidi (Tintoretto)

Eus Wikipedia
Suzana hag ar gozhidi
Tintoretto, 1560-1565
eoullivadur war lien
147 × 194 cm
Kunsthistorisches Museum
Vienna
Aostria


Suzana hag ar gozhidi (pe Susanna e i vecchioni, er yezh orin) zo un eoullivadur war lien, dezhañ 147 cm x 194, graet gant al livour italian Jacopo Tintoretto, pe war-dro 1557, pe etre 1560 ha 1565.

Emañ hiriv er c'h-Kunsthistorisches Museum e Vienna.

Savet eo diwar istor Suzana, a zo kontet e Levr Daniel, unan eus levrioù an Testamant Kozh.

Daou gozh eus ar c'hornad, a oa troet o spered gant Suzana, gwreg ur yuzev pinvidik, a guzhas er jardin ma oa-hi kustum da gibellat en he noazh. Ha i neuze d'he gourdrouz ha da lavarout e ranke o lezel da gemer o c'hoant rak panevet da se e tamallfent anezhi da vout avoultrerez, pezh a dalve kement ha kastiz ar marv. Nac'h plegañ dezho a reas Suzana, hag an daou gozh kuit. Nemet derc'hel d'o ger a rejont.

Barnet e voe ar wreg ha kondaonet d'ar marv, met dont a reas Daniel (ur profed en Testamant Kozh) d'he sikour, ha prouiñ a reas e oa ganti e oa ar wirionez.

Livet eo bet gant Tintoretto ar mare ma oa an itron o kibellat hag an daou zen oc'h arvestiñ outi.

Rannet e div lodenn eo an daolenn gant ur c'harzh:

  • en un tu ar wreg, he c'horf o splannañ,
  • en tu all ur c'hozhiad en deñvalijenn

Oberennoù all gant Tintoretto

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder oberenn all zo gant an arzour diwar-benn ar memes mojenn. Unan zo e Mirdi al Louvre e Pariz, unan all e Mirdi ar Prado e Madrid, unan ivez e National Gallery Washington, hag unan all en un dastumad dianav.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri livadur anvet heñvel a zo diwar zorn al livourez Artemisia Gentileschi, gwelout Susanna e i vecchioni.