Sturmtruppen
Iskevrennad eus | Nerzhioù ispisial |
---|---|
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Bro orin | Impalaeriezh alaman |
Sturmtruppen pe Stoßtruppen (brezhoneg: bagadoù argadiñ) a oa soudarded troadeien arbennikaet eus Tirlu Impalaeriezh Alaman. E bloavezhioù diwezhañ ar Brezel Bras, ar Stoßtruppen ("bagadoù stroñs" pe "bagadoù bountañ") a oa bet gourdonet gant kadoniezhoù silañ – ul lodenn eus gwelladennoù alaman evit tagañ ar fozioù-difenn enebour. An Impalaeriezh Alaman a oa deuet er brezel en ur soñjal e vije gounezet ar brezel gant kampagnoù brezel bras ha bliv. Ne oa ket gwelet an hiniennoù hag ar stourmadennoù bihan evel reoù pouezus, an ofiserien wellañ, a oa bet lakaet e postoù pennoù-uhel al lu, a oa bet o evezhiañ spis ar fiñvoù bras ha penaos gwellat an dezougen gant trenioù, gwelloc'h evit lakaat aked war gwellat kas war-raok an emgannoù. Ar spered-se a oa bet unan o tegas trec'hioù ramzel evit Alamagn e Rusia, Roumania, Serbia hag Italia, met ur fazi koustus e vo war Talbenn Kornôg ar brezel.
Dre ma oa deuet ar brezel da vezañ unan difiñv ne oa ket ken pouezus gelloout fiñval bliv strolladoù bras soudarded. An ofisierien uhel alaman er C'hornôg a oa bet rediet prederiañ evit kavout un diskoulm d'an talbennoù difiñv. Daou mennad bras a oa bet kavet evel diskoulm d'ar gudenn a oa drastus a-fed kolloù denel. An hini kentañ a oa bet ar gredenn, dreist-holl hini Erich von Falkenhayn, e oa an obererezhioù strategel, a-vras lazhañ ar muiañ soudarded enebour posubl, un diskoulm da vezañ lakaet da dalvezout evel pal pennañ an holl oberiadurioù brezel.
An eil mennad, deuet a-ziwar skiant-prenet niverus a oa bet "tagadennoù bihanoc'h" o toullañ an talbenn, ar stourm-se a oa deuet da vezañ diaes spontus dre ma oa lakaet da pal a eil suj d'an oberiadurioù-brezel strategel ramzel. Difenner ar mennad-se a oa ar jeneral troadegiezh Erich Ludendorff hag eñ, deuet da vezañ de facto penn uhel Tirlu Impalaeriel Alamagn goude ar c'holl en Emgann Verdun. Roet en doa pouez bras evit sevel batailhonoù tagañevel diskoulm d'ar c'hudennoù a lakae an nerzhioù alaman da vezañ difiñv ha stanket gant an difennoù Kevredet.
Krouidigezh an unvezioù-se a oa bet ar wech kentañ, ha marteze an doare nevesañ, gant an tirlu alaman da gavout un diskoulm evit mont dres kudenn ar fozioù difenn. Dre implij soudarded gourdonet mat, gant is-ofiserien dishual a-fed reiñ urzhioù, ha gant ur pal nemetken hag a oa treuziñ prim an no man's land ha goude-se treuziñ al linennoù difenn kentañ en un nebeut lec'hioù rakwelet evit reiñ an tu da argadennoù gant soudarded standard da dizhout ar poentoù goullo ha freuzañ ar strolladoù soudarded a chom. Dre-se e oa bet savet un hent hag a ro an tu da gaout argadennoù kalaz brasoc'h evel ma oa bet e penn kentañ ar brezel ha degas an trec'h d'an Alamanted.
Efedus e voe an doare kadoniezh nevez-se met a-benn ar fin e oa re ziwezhat dija evit bezañ trec'h: mankout a rae soudarded evit ober eskemmoù gant ar re mac'hagnet ha skuizh er Sturmtruppen, ouzhpenn-se e vanke soudarded ha dafar d'an Alamagn evit dont a-benn da implij da vat an toulloù krouet en talbenn. Da ouzhpennañ,ar Gevredidi a oa bet ivez o kopiañ an doare d'ober-se ha krouet e oa bet ganto bagadoù stourm met ivez kadoniezhoù evit talañ ouzh ar Sturmtruppen.