Arditi
Deiziad krouiñ | Gouere 1917 |
---|---|
Lealded | Royal Italian Army |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Stad | Rouantelezh Italia |
Deiziad divodañ | Genver 1920 |
Arditi (eus an italianeg ardire, 'krediñ d'ober', ha troet evel "Ar re hag a gred ober") a oa an anv choazet gant nerzhioù ispisial Rouantelezh Italia e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. Lakaet e vezont keñver ha keñver gant ar Sturmtruppen eus Tirlu Impalaeriezh Alamagn, ar c'hentañ bagadoù argadiñ stroñs modern, ha graet e oa eus outo "ar c'horfad doujetañ gant an armeoù enebour".
Reparti d'assalto ('unvezioù argadiñ') a oa bet savet en hañv 1917 gant ar c'horonal Bassi, ha roet e oa bet dezho ar roll strategel da vezañ soudarded stroñs, o freuzañ al linennoù-difenn enebour a-benn digeriñ un hent d'an droadegiezh standart. An Arditi ne oant ket unvezioù evel ar re all ha ne oant ket stag ouzh divizion troadegiezh ebet, met bez e oant tost ur skourr e unan eus al luioù.