Strollad Arme Su
Ar Strollad Arme Su (Alamaneg: Heeresgruppe Süd) a oa anv daou strollad lu alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Da zigentañ e oa bet implijet an anv e miz Gwengolo 1939 e-pad aloubadeg Polonia, gant harp ar Strollad Arme Norzh. E penn ar Strollad Arme Su e oa Gerd von Rundstedt hag Erich von Manstein. Daou vloaz war-lerc'h, ar Strollad Arme Su a oa unan eus an tri lu alaman a oa bet kefridiet gant an oberiadur-brezel Barbarossa. Pal pennañ ar Strollad Arme Su a oa aloubiñ Ukraina hag ar gêr-benn Kiev.
Oberiadur brezel Barbarossa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ukraina a oa mammenn diazez ar greanterezh hag ar mengleuzierezh soviedel. Ouzhpenn-se e oa douaroù aes da c'hounit evit ar beizanted. Gant selloù Hitler e oant douaroù rediet evit al Lebensraum ('lec'h bevañs'). Ar Strollad Arme Su en devoa da vont etrezek ar stêr Volga, tagañ strolladoù lu an Arme Ruz ha naetaat an hent evit ar Strollad Arme Norzh hag ar Strollad Arme Kreiz hag evel-se aesaat an traoù dezho war o hent war-zu Leningrad ha Moskov.