Star Wars: Rebellion
- Arabat kemmeskañ gant Star Wars rebellion (c'hoari-taol)
Star Wars: Rebellion (pe Star Wars Supremacy er Rouantelezh-Unanet pe en Iwerzhon)[1] zo ur c'hoari video strategiezh doare 4X embannet d'an 28 a viz C'hwevrer 1998 gant LucasArts[2].
Ur c'hoari strategiezh tro-ha-tro eo met dre niver uhel an tiriadoù a c'heller trevadenniñ ez eo muioc'h ur c'hoari doare 4X evel Master of Orion. Lodennoù eus ar c'hoari a zo reoù c'hoari-taol, evit ul lod all eo doare RPG.
Ar c'hoarier a ra war-dro an uzinoù, ar sevel soudarded ha listri-egor brezel. Ret eo ivez d'ar c'hoarier ober war-dro ar rastellañ danvezioù diazez, kas ar flodadoù brezel pe dezougen ha kefridioù an unvezioù soudard, spiañ pe re an tudennoù. 60 tudenn a zo en holl: 6 bennañ, 54 izeloc'h, 30 d'ar muiañ e-pad pep c'hoariadenn. Tro daou c'hant planedenn a c'heller trevadenniñ ha mestroniañ a-benn bezañ trec'h war an enebour.
Eus un tu e c'heller c'hoari an Impaleriezh Galaktek, eus un tu all e c'heller c'hoari an Emglev rebell.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dres goude Emgann Yavin, an Impalaeriezh Galaktek a chom mestr war ar galaksienn en desped d'ar c'holloù meur e-pad an emgann. Eus an tu all an Emglev Rebell laouen gant an taol brav bet sevenet a rank klask kreskiñ e nerzh evit dreistbevañ ouzh tagadennoù an Impalaeriezh Galaktek. Ar brezel diabarzh a blant tan dre ar galaksienn en he fezh.