GOG.com

Eus Wikipedia
GOG.com
GOG.com
Logo GOG.COM
Doare Gwerzher

Diaz eskemmoù sokial
Savenn niverennel

Krouidigezh 1añ a viz Eost 2008
Sijidigezh CD Projekt
Padelezh 2008 - Bremañ
Bro Polonia
Niver a yezhoù 4


GOG.com, Good Old Games an anv leun zo ur savenn niverennel war Internet savet gant CD Projekt evit embann, brudañ ar c'hoarioù video a vez war GOG hep DRM (digital rights management). Gwerzhet e vez filmoù. An embregerezh GOG Limited a zo perc'henn d'ar savenn met o vezañ ul lodenn diouzh an embregerezh ha studio c'hoarioù video CD Projekt diazezet e Nikozia, Kiprenez, gant ur vurev e Varsovia, Polonia. GOG a ro an tu da brenañ c'hoarioù evit Microsoft Windows, OS X ha Linux. E Meurzh 2012, e voe kroget da werzhañ titloù nevesoc'h evel Alan Wake, Assassin's Creed, Metro Redux.

Gog.com a zo kevezher bras gant ar savenn Steam da geñver gwerzhañ c'hoarioù video niverennelaet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1994, Marcin Iwiński ha Michał Kiciński o devoa savet CD Projekt. Da gentañ ne oa nemet un embregerezh evit enporzhiañ c'hoarioù eus Stadoù-Unanet Amerika betek Polonia. E fin ar bloavezh 2008, CD Projekt a roe lañs da GOG.com gant an anv Good Old Games. Ar pal diazez a oa da reiñ an tu d'ar c'hoarierien da adkavout ar c'hoarioù klasel (koshañ) d'ar re a c'hoarias anezho pe d'an dud re yaouank evit bezañ bet o c'hoariet. Ar pal a oa ivez da reiñ lamm d'an Digital rights management pe DRM kasaus evit ar c'hoarierien .

GOG Galaxy[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn d'al lec'hienn ez eus bet krouet ur savenn anvet GOG Galaxy hag a vez dammheñvel ouzh hini Steam. D'ar 15 a viz Here 2014 e oa bet roet lañs d'ar savenn Gog Galaxy gant un doare beta.

GOG Connect[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Even 2016 GOG Connect a voe lakaet e plas, ur servij niverennel eo evit kendeuziñ al levraoueg c'hoarioù video perc'hennet gant ar c'hoarierien etre GOG.com ha Steam. Dre an doare-se e vez prenet ur wech ur c'hoari a vezo tu implij dre an div savenn. Ouzhpenn-se GOG a ro an tu da c'hoari hep bezañ luget dre internet ha da gaout danvez ouzhpenn bonus. An holl c'hoarioù video ne c'hellont ket bezañ kendeuzet betek-henn, dre ma vez ret da gentañ da GOG.com labourat ha kendrec'hiñ ar re studio c'hoarioù video. N'eo ket dibad mare kendeuziñ ar c'hoarioù met ur wech graet e chomo dibad e div levraoueg ar choarierien.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Logo GOG etre 2008 betek 2014