Impalaeriezh Galaktek
Deiziad krouiñ | 19 BCE |
---|---|
Anv ofisiel | Galactic Empire |
Moranv | New Order |
Perzhiad e | Galactic Civil War |
Yezh ofisiel | Languages in Star Wars |
Kêr-benn | Coruscant |
Renad politikel | federal monarchy, Monarkiezh vonreizhel |
Office held by head of state | Galactic Emperor |
Penn ar Stad | Palpatine |
Penn an aotrouniezh | Palpatine |
Korf lezenniñ | Galactic Senate |
Moneiz | Galactic credit standard |
Raklec'hiet gant | Galactic Republic, Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h |
Heuliet gant | Imperial Remnant, New Republic |
Krouet gant | George Lucas |
Present in work | Star Wars original trilogy |
First appearance | Star Wars: Episode IV – A New Hope |
A denn da ved ar faltazi | Star Wars universe |
Deiziad divodañ | 5 CE |
Lec'hienn ofisiel | https://www.starwars.com/databank/galactic-empire |
Banniel (deskrivadur) | flag of the Galactic Empire |
Enemy | Rebel Alliance |
Media franchise | Star Wars |
An Impalaeriezh Galaktek (Galactic Empire) pe c'hoazh an Urzh Nevez, an Impalaeriezh Kozh, Kentañ impalaeriezh Galaktek, Urzh nevez Palpatine, an Imperium pe berraet en Impalaeriezh, a zo unan d'eus luskadoù kreñvañ bed ijinet Star Wars. Bet eo ur ren galloud hollveliel evit ar galaksienn, un diktatouriezh savet gant ar Sith Palpatine a-benn kemer plas ar Republik Galaktek. Padout a raio adal an 19 araok Emgann Yavin betek ar 4 goude Emgann Yavin. Un Impalaer a vezo nemetken o vezañ ar politikour Palpatine ar Mestr Sith Dark Sidious.
Un adkemer ez eo a-fed ren hag urzhiadur adal an Impalaeriezh Sith.
Istor an Impalaeriezh Galaktek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orinoù kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Impalaeriezh Galaktek a vez klevet kaoz anezhañ evit ar wech kentañ hag embannet anezhañ e-pad mare an trede film Revenge of The Sith (Digoll ar re Sith). Gant Palpatine ar Sith, krouer ar ren e vez kinniget evel un nevezinti padal en gwirionez ez eo un adkemer a-dost d'eus an Impalaeriezh Sith a oa bet drastet gant ar Republik Kozh.
Daoù abeg da ginnig an traoù e mod-se, kentañ hini kuzhañ da boblañsoù ar galaksienn ez eo ur eñ ha Dark Vador tud Sith, da eil klask reiñ ul lañs nevez a vije dre ret liammet gant e anv.
Ur plan raksoñjet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezh 32 araok Emgann Yavin, pe 32 aEY,e vez kroget gant Palpatin da lakaat e plas an hent davet krouidigezh un Impalaeriezh Galaktek gantañ e-penn hag o welet renad ar Republik Kozh hag ar Jedi o vezañ dic'hastet.
Evit tizhout ar palioù-se e vez sevenet an hent dre ur steuñv soñjet spis gant Palpatine harpet gant ar re Sith eveltañ mennet da gaout un digoll a-grenn war ar re Jedi o devoa riset renad an Impalaeriezh Sith.
Reuz e Naboo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ pazenn steuñv Palpatine a vezo da blantañ reuz war planedenn Naboo en ur sevel Kevredad ar c'henwerzh a-enep d'ar Republik kozh.
Ar Sened Galaktek evit rastellañ arc'hant deuet berr gant ar Republik Kozh a vot tailhoù nevez da dalvezout war an hentoù eskemm etre stered. Palpatin a gej dindan e identelezh Sith Dark Sidious gant Kevredad ar c'henwerzh hag a zo kounaret gant an tailhoù nevez. Kinnig a ra Palpatine d'an is-roue Nute Gunray da lakaat ur sez kenwerzhel war ar blanedenn Naboo a-benn diskouezh nerzh e luskad ha lakaat an tailhoù nevez da vezañ lamet. E-pad an amzer-se e zafe eñ Palpatine etrezek ar Sened Galaktek da vont da lakaat mouezh al lam d'an tailhoù nevez da dalvezout.
Evel rakwelet gant Palpatine, Rouanezh ar blanedenn Naboo Padme Amidala a zeas da zougen klemm dirak ar Sened war sez e blanedenn. Palpatine hag a oa kannad ar blanedenn Naboo d'ar mare-se a tennas gounid d'eus yaouankiz hag eeunded ar rouanezh evit lakaat anezhi da ginnig ur mennad kontrollerezh a-enep ar Chanselor-meur Finis Valorum. Gant ma oa roet lañs bras d'ar mennad hag e oa krog ul luskad kamaradiezh tro-dro d'ar blanedenn Naboo e renkoù ar senedourien e voe aes da Balbatine da vezañ dilennet Chanselor-meur.
Kentañ pazenn steuñv Palpatine a oa peurechuet.
E-pad ar bloavezhioù goude Emgann Naboo e vezo tennet gounid gant Palpatine deus e galloudoù evel Chanselor Meur ar Republik Kozh evit dont da vezañ diaz surentez ar galaksienn e daoulagad ar boblañsoù. Ouzhpenn da-se e kendalc'h gant an hent boulc'het d'e steuñv, kollet gantañ e deskard Dark Maul e-pad mare ar reuz e Naboo e teu a-benn da gendrec'hiñ un Jedi renead Dooku da gemer hent ar re Sith ha da gemer plas an deskard aet da anaon.
Dooku a vezo karget gant Palpatine da sevel ur strollad disrannour d'ar Republik Kozh, ar strollad Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h (KSD) ha d'eus an tu all da sevel ul lu ramzel d'ar Republik Kozh a-benn enebiñ d'ar strollad KSD: lu ar C'hlonoù.
Dek a vloavezhioù goude ma vije erruet Palpatine da Chanselor meur ar Republik Kozh e teu a-benn da rastellañ an holl galloudoù etre e taouarn ha dindan un hent lezennel rak roet gant ar Sened Galaktek a-benn "enebiñ d'an dañjer groñs a zegas strollad Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h.
Gant ar galloudoù nevez roet dezhañ e voe aotreet ar Republik Kozh da sevel ul lu ramzel klonoù krouet ha gourdonet war ar blanedenn Kamino. Dres memes mare an Jedi Obi-Wan Kenobi a zizolo ul lu ramzel a robotoù o vezañ savet gant Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h war ar blanedenn Geonosis. Siwazh dezhañ ez eo trapet araok gellout kelaouiñ ar C'huzul Jedi.An Jedi Anakin Skywalker hag ar rouanez Padme Amidala o klask saveteiñ anezhañ a vezo prizoniet memes mod. Ar C'huzul Jedi a gasas neuze ul lod d'eus lu klonoù ar Republik Kozh a-benn o zieubiñ ha distrujañ bazenn ar C'hengevred.
Trec'h e vezo ar Republik Kozh war ar C'hengevred, krog e oa brezel ar c'hlonoù. E-pad tri a vloavezhioù 21 betek 19 araok Emgann Yavin e vezo ur brezel kriz ha drastus sturiet a guzh gant Palpatine. Meur a bal a oa gant ar chanselor meur setu ma lakas ar brezel da badout ar muiañ ma oa tu hep reiñ an trec'h d'un tu war unan all.
A-feur ma bade Brezel ar c'hlonoù pe ar Brezel Zu, ar re Jedi a oa o vont da get ha Kuzul ar re Jedi a golle pouezh e ren ar Republik Kozh. Ouzhpenn da-se ar Sened Galaktek a roe muioc'h-mui a nerzh d'ar chanselor meur a-benn trec'hiñ an dizalc'hourien. An abeg diwezhañ a oa plantañ reuz bras dre ar galaksienn a-bezh evit ma vefe tizhet ha sabatuet ar brashañ niver betek goulenn urzh, peoc'h ha surentez. Kement a abegoù a oa da zegas pazenn ha pazenn ur ren nevez an Impalaeriezh Galaktek.
Tudennoù pennañ an Impalaeriezh Galaktek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Impalaer Palpatine (Dark Sidious)
- Dark Vador (Anakin Skywalker)
- Amiral meur Thrawn
- Gilad Pellaeon
- Moff meur Tarkin
- Amiral Firmus Piett