Brezel ar c'hlonoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Soudarded Klonoù ar Republik Kozh

Brezel ar c'hlonoù pe ar Brezel Zu a zo ur brezel e bed ijinet Star Wars. Ar brezel a badas tri a vloavezhioù d'an 22 betek an 19 araok Emgann Yavin. D'eus un tu e oa kavet ar Republik Kozh hag ar re Jedi d'eus an tu all Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h hag ar re Sith. Brezel ar C'hlonoù a zo ul lod d'eus steuñv Palpatine a-benn diskar ar Republik Kozh ha lakaat en e blas un Impalaeriezh Galaktek gantañ e penn ar ren nevez. Ouzhpenn da se ar brezel a rank reiñ lamm d'an Urzh Jedi ha gwelet digoll ar re Sith warno.

Soudarded Klonoù an hini a zehoù a zo mare brezel ar c'hlonoù an hini a-gleiz e mare an Impalaeriezh Galaktek Poltred gant Pablo Tupin-Noriega (Wikimedia, CC-BY-SA 4.0)

E-pad ar bloavezhioù goude Emgann Naboo e vezo tennet gounid gant Palpatine deus e galloudoù evel Chanselor Meur ar Republik Kozh evit dont da vezañ diaz surentez ar galaksienn e daoulagad ar boblañsoù. Ouzhpenn da-se e kendalc'h gant an hent boulc'het d'e steuñv da sevel un Impalaeriezh Galaktek, kollet gantañ e deskard Dark Maul e-pad mare ar reuz e Naboo e teu a-benn da gendrec'hiñ un Jedi renead Dooku da gemer hent ar re Sith ha da gemer plas an deskard aet da anaon.

Dooku a vez karget gant Palpatine da sevel ur strollad disrannour d'ar Republik Kozh, ar strollad Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h (KSD) ha d'eus an tu all da sevel ul lu ramzel d'ar Republik Kozh a-benn enebiñ d'ar strollad KSD: lu ar C'hlonoù.

Dek a vloavezhioù goude ma vije erruet Palpatine da Chanselor meur ar Republik Kozh e teu a-benn da rastellañ an holl galloudoù etre e taouarn ha dindan un hent lezennel rak roet gant ar Sened Galaktek a-benn "enebiñ d'an dañjer groñs a zegas strollad Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h".

Krog e oa gant brezel ar c'hlonoù