Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ardamez Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h.

Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h pe KSD a zo ur c'hengevread strolladoù ha planedennoù mennet da guitaat ar Republik Kozh e bed ijinet Star Wars

Istor Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Araok brezel ar c'hlonoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h a zo bet krouet gant an Aotrou Kont Dooku (an Aotrou Sith Dark Tyranus) hag a oa deskard Palpatine (Aotrou teñval ar re Sith Dark Sidious). Pal an aozadur-se a oa plantañ bec'h war ar Republik Kozh a-benn digeriñ an hent war-zu krouidigezh un Impalaeriezh Galaktek gant Palpatin en e benn.

Adal ur c'hounar savet adal tailhoù nevez war an hentoù kenwerzh etre stered votet gant Sened Galaktek ar Republik Kozh, e oa an embregerezhioù bras hag ar strolladoù greantel meur prest da zifenn groñs o interestoù. Palpatine dre e zeskard Dooku a implijas ar c'hounnar-se evit lakaat an holl aktourien ekonomikel kounnaret da vont gant mennozh kuitaat ar Republik Kozh.

Penn politikel ar c'hengevread e oa an Aotrou kont Dooku hag ar penn soudardel e oa ar jeneral Grievous

Meur a strollad a c'halled kavout er c'hengevread:

E-pad brezel ar c'hlonoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kengevread ar sistemoù dizalc'h a badas e-pad lajad amzer Brezel ar c'hlonoù, tri bloavezh, eus d'an 22 betek an 19 araok Emgann Yavin.

Dibenn Kengevread ar Sistemoù dizalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibenn Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h a erruo ur wech ma ne vezo ket ezhomm ken anezhañ hervez steuñv Palpatine a-benn krouiñ an Impalaeriezh Galaktek.

Ur wech tizhet pep pazenn eus ar steuñv e teue ar c'hengevread da vezañ ur skoilh ; neuze e vo kinniget d'an holl pennoù bras kaout emgav war ar blanedenn Mustafar gant Palpatin. Ne vezo ket Palpatine / Dark Sidious oc'h erruout d'an emgav met Anakin Skywalker e zeskard Sith hag a vuntras an holl.

Dre ma oa dibennet an aozadur ez eas da get.