Mont d’an endalc’had

Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h

Eus Wikipedia
Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h
fictional confederation, fictional organization, fictional interstellar state
Deiziad krouiñ24 BCE Kemmañ
Anv ofisielConfederacy of Independent Systems Kemmañ
MoranvSeparatist Alliance Kemmañ
Perzhiad eBrezel ar c'hlonoù Kemmañ
Yezh ofisielLanguages in Star Wars Kemmañ
Kêr-bennRaxus Kemmañ
Renad politikelconfederation Kemmañ
Office held by head of statesupreme leader Kemmañ
Penn ar StadKont Dooku Kemmañ
Penn an aotrouniezhKont Dooku Kemmañ
Korf lezenniñSeparatist Council Kemmañ
MoneizGalactic credit standard Kemmañ
Heuliet gantImpalaeriezh Galaktek Kemmañ
Krouet gantGeorge Lucas Kemmañ
Present in workStar Wars prequel trilogy Kemmañ
First appearanceStar Wars: Episode II – Attack of the Clones Kemmañ
A denn da ved ar faltaziStar Wars universe Kemmañ
Deiziad divodadur19 BCE Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.starwars.com/databank/confederacy-of-independent-systems Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of the Confederacy of Independent Systems Kemmañ
Separated fromGalactic Republic Kemmañ
EnemyGalactic Republic Kemmañ
Media franchiseStar Wars Kemmañ
Ardamez Kengevred ar Sistemoù Dizalc'h.

Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h pe KSD a zo ur c'hengevread strolladoù ha planedennoù mennet da guitaat ar Republik Kozh e bed ijinet Star Wars

Istor Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Araok brezel ar c'hlonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h a zo bet krouet gant an Aotrou Kont Dooku (an Aotrou Sith Dark Tyranus) hag a oa deskard Palpatine (Aotrou teñval ar re Sith Dark Sidious). Pal an aozadur-se a oa plantañ bec'h war ar Republik Kozh a-benn digeriñ an hent war-zu krouidigezh un Impalaeriezh Galaktek gant Palpatin en e benn.

Adal ur c'hounar savet adal tailhoù nevez war an hentoù kenwerzh etre stered votet gant Sened Galaktek ar Republik Kozh, e oa an embregerezhioù bras hag ar strolladoù greantel meur prest da zifenn groñs o interestoù. Palpatine dre e zeskard Dooku a implijas ar c'hounnar-se evit lakaat an holl aktourien ekonomikel kounnaret da vont gant mennozh kuitaat ar Republik Kozh.

Penn politikel ar c'hengevread e oa an Aotrou kont Dooku hag ar penn soudardel e oa ar jeneral Grievous

Meur a strollad a c'halled kavout er c'hengevread:

E-pad brezel ar c'hlonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kengevread ar sistemoù dizalc'h a badas e-pad lajad amzer Brezel ar c'hlonoù, tri bloavezh, eus d'an 22 betek an 19 araok Emgann Yavin.

Dibenn Kengevread ar Sistemoù dizalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibenn Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h a erruo ur wech ma ne vezo ket ezhomm ken anezhañ hervez steuñv Palpatine a-benn krouiñ an Impalaeriezh Galaktek.

Ur wech tizhet pep pazenn eus ar steuñv e teue ar c'hengevread da vezañ ur skoilh ; neuze e vo kinniget d'an holl pennoù bras kaout emgav war ar blanedenn Mustafar gant Palpatin. Ne vezo ket Palpatine / Dark Sidious oc'h erruout d'an emgav met Anakin Skywalker e zeskard Sith hag a vuntras an holl.

Dre ma oa dibennet an aozadur ez eas da get.