Kevredad ar c'henwerzh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Kevredad ar c'henwerzh a zo ur c'hevredad embregerezhioù kenwerzh ha kenwerzhourien bras e bed ijinet Star Wars. Galloudus-tre ez eo ar strollad o kaout un doare bountañ politikel kreñv war gouarnamantoù ar Republik Kozh a-benn difenn e interestoù. Ouzhpenn da-se ez eo mestr war ul lu niverus hag armet mat a servij da zifenn an hentoù kenwerzhel etre stered met pa vez ezhomme gant ar c'hevredad ez eo implijet evit lakaat bec'h war e enbourien kenwerzhel ha politikel.

E-penn ar C'hevredad e kaver an is roue Nute Gunray harpet gant Rune Haako.

Istor Kevredad ar c'henwerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh ar c'hevredad kenwerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezh 350 araok Emgann Yavin war tachenn ar Republik Kozh e voe savet un aozadur nevez gant lod kenwerzhourien ha tud an dezougen o labourat dre ar galaksienn a-bez, ar C'hevredad Kenwerzh.

Goustadik en em gavo ar c'hevredad kenwerzh o lonkañ e enbourien ekonomikel ha war brasaat e zaio muioc'h-mui betek tizhout ur pouezh ha n'haller ket c'hoari an dro dezhañ. Ur wech tizhet ar pazenn a monopol war ar c'henwerzh hag an eskemmoù dre ar galaksienn e kendalc'has an emled met war-zu ar bed politikel. Dont a raio brav gant ar c'hevredad kenwerzh betek kaout danvez kannaded er Sened Galaktek.

Gant ma teue brav an emled war-zu ar bed politikel e savas ar c'hoant gant Kevredad ar c'henwerzh da greñvaat e nerzh soudardal evit talañ d'ar Morlaerien. Ar Sened Galaktek a roas an tu dre lezenn da gregiñ gant sevel ul lu da gevredad ar c'henwerzh. Dindan nebeut bloavezhioù e vezo savet ul lu ramzel ha modern o vezañ dindan stumm robotoù brezel.

Ar C'hevredad Kenwerzh en doa tizhet e holl falioù, kaout monopol ar c'henwerzh hag an dezougen, kaout nerzh politikel ha kaout ul lu kreñv dezhañ e-unan. Ar plas a oa bet tizhet gant ar C'hevredad Kenwerzh a lakae ar Republik Kozh da vezañ aonik dirazhañ dre ma c'helle e lakaat d'an traoñ.

Robot brezel B1 implijet gant Kevredad ar c'henwerzh en e lu
Kudenn an tailhoù Nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

6 miz araok istor ar film Episode I: The Phantom Menace (Lodenn 1 Spes ar gourdrouz) ur senedour d'eus ar blanedenn Naboo Palpatin a ginnigas tailhoù nevez war an hentoù kenwerzhel a-benn sikour ar sitemoù planedennoù treut ar geusteuren ganto. Dre ma oa berr an arc'hant gant ar Republik Kozh e voe laouen drant ar Sened Galaktek da votiñ an tailhoù nevez. Dindan nebeut mizioù e grogas gounidoù Kevredad ar C'henwerzh da vont war zigresk. A-benn diskouezh ne oa ket laouen ar C'hevredad e voe kroget ganti sez ar blanedenn Naboo gwelet evel awenn an tailhoù nevez. Ouzhpenn d'ar sez e voe savet un embargo kenwerzhel war ar blanedenn.

An irienn kuzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-dreñv sez hag embargo ar blanedenn Naboo e vez kavet un irienn kuzh etre ar C'hevredad Kenwerzh hag ur Sith, Dark Sidious pe ar senedour Palpatin. En eskemm d'ar sez soudardel hag ekonomikel e oa bet kinniget dezho harp ar Sened Galaktek evit reiñ lamm d'an tailhoù nevez ha gwellaat c'hoazh plas ar C'hevredad Kenwerzh war an tachennoù ekonomikel ha politikel.

Ar C'hevredad Kenwerzh a lakaas e lu robotoù d'ober sez ar blanedenn Naboo ouzhpenn-se e savas ar soñj gant ar C'hevredad da rediañ rouanezh ar blanedenn Padme Amidala da sinañ un destenn o laret e oa he bet o c'houlenn ar sez war he flanedenn.

Siwazh d'ar C'hevredad Kenwerzh e terc'has ar rouanezh araok bezañ skrapet ha rediet da sinañ an destenn. Gant sikour daou re Jedi e zeas betek dougen klemm dirak ar Sened Galaktek. Ar Republik Kozh dinerzhet ha re luzhiet e velestradurezh a chomas hep ober mann ebet nemet klemm a-enep ar sez a gendalc'he.

Ar rouanezh a zistroas war he flanedenn hag a gemeras penn ar stourm a-enpe ar C'hevredad Kenwerzh gant sikour ar boblad Gungan ouzhpen d'he boblañs. Distrujet e vezo Lestr pennañ flodad listri brezel ar C'hevredad Kenwerzh gant ur vugel Anakin Skywalker ar pezh a lakao ar sez da vont da get. Nute Gunray is roue ar C'hevredad Kenwerzh a zo harzet ha barnet.