Star Wars: Episode I – The Phantom Menace
Star Wars: Episode I – The Phantom Menace zo ur film space-opera stadunanat embannet e 1999. Skrivet ha sevenet eo bet gant George Lucas. Produet eo bet gant Lucasfilm, hag embannet gant 20th Century Fox. An aktourien eo Liam Neeson, Ewan McGregor, Natalie Portman, Jake Lloyd, Ian McDiarmid, Anthony Daniels, Kenny Baker, Pernilla August, ha Frank Oz. Ar c'hentañ film eo evit an holl re en heuliad filmoù hervez an aozadur nevez savet gant George Lucas. En gwirionez eo ar pevare film bet savet war un hollad a nav. 32 vloaz a-raok ar c'hentañ triarvest, e-kerzh ren ar Republik Galaktek, heuliañ a reer istor ar Mestr Jedi Qui-Gon Jinn gant e zeskard Obi-Wan Kenobi hag a glask difenn ar rouanez Padmé Amidala eus Naboo diouzh tagadennoù lies Kengevread ar C'henwerzh. Sikouret int gant Anakin Skywalker— ur sklav yaouank donezonet evit mestroniañ an nerzh.