Stagidigezh Krimea ouzh Kevredad Rusia
Rann eus | Brezel etre Ukraina ha Rusia, aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2014 |
---|---|
Arvez | Russian irredentism, Brezel etre Ukraina ha Rusia, Russian imperialism, political status of Crimea |
Den heverk | Sergei Aksyonov |
Stad | Ukraina, Rusia, Republic of Crimea |
Lec'h | Krimea |
Raklec'hiet gant | dispac’h an Dinentez, 2014 Russian invasion of Crimea, transfer of Crimea in the Soviet Union |
Deiziad | 2014 |
Deiziad kregiñ | 20 C'hwe 2014 |
Deiziad echuiñ | 26 Meu 2014 |
Prantad | Rusia dindan renerezh Vladimir Poutin, istor Ukraina abaoe 1991 |
Abeg kentizh | Euromaidan |
Efed | international reactions to the annexation of Crimea by the Russian Federation |
Testenn ar pennreolennoù | Treaty on the Adoption of the Republic of Crimea to Russia, Federal constitutional law of 2001-12-17 no. 6-FKZ, Q123909027 |
E miz C'hwevrer ha Meurzh 2014 e oa bet aloubet Ledenez Krimea, ul lodenn eus Ukraina, gant Rusia, ha goude-se e oa bet staget ouzh Kevredad Rusia. Kement-mañ a zo erruet pa oa gwanaet galloud Ukraina dres goude Reveulzi an dinded. Penn-kentañ ar Brezel etre Ukraina ha Rusia e oa bet. Darvoudoù Kyiv o doa skarzhet ar prezidant ukrainat Viktor Ianoukovytch d'an 22 C'hwevrer 2014 o doa enaouet luskadoù a-du gant Rusia. Manifestadegoù bras a oa bet e Krimea a-enep ar gouarnamant da zont. D'ar memes mare, Vladimir Poutin, prezidant Rusia, a oa bet o prederiañ gant pennoù ar surentez a-fed an darvoudoù en Ukraina, hag embannet en devoa : "ret eo deomp kregiñ da labourat evit distro Krimea da Rusia". Da gentañ e oa bet Rusia oc'h embann ne oa ket ur sikour milourel gant Rusia, Poutin a oa bet goude-se oc'h anzav e oa bet kaset bagadoù soudarded di "evit sikour nerzhioù emzifen Krimea".