Sophie Wilhelmine von Schleswig-Holstein-Gottorf
Sofia Sveden, pe Sophie Wilhelmine von Schleswig-Holstein-Gottorf, ganet e 1801 e Stockholm, marvet e 1865 e palez Karlsruhe, a oa ur briñsez a Sveden, deuet da vout dugez-veur Baden.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d'ar roue Gustav IV Adolf ha d'e bried Friederike Dorothea von Baden. He zad-kozh Gustav III a oa bet muntret en 1792 gant iriennerien.
Gourverc'h e oa d'ar margrav (dug-meur adalek 1806) Karl Friedrich Baden, brudet kaer da vare Kantved ar Sklêrijenn en Europa. Hennezh a oa intañv pa oa addimezet e 1787. Un dimeziñ morganatek e oa, ha displijet bras e oa tiegezh Karl Friedrich Baden, ha dreist-holl e vab henañ hag e verc'h-kaer. Rak ar re-se o doa aon e vije foranet argant ar vargraviezh gant an eil pried, Luise Karoline von Hochberg, hag he bugale. Koulskoude, hervez ar c'hiz er seurt dimezioù, e tougent anv o mamm : konted Hochberg e oant, ha n'eo ket priñsed Baden, ha n'hallent ket ren. Hervez mamm ha mamm-gozh Sophie zoken e oant besterd mann nemet abalamour ne zougent ket anv o zad.
Napoleon, mestr Europa. Diskar roue Sveden
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aloubet e oa bet Europa gant armeoù Napoleon, en anv an Dispac'h da gentañ, en anv un impalaer goude. Ha hennezh en doa diskaret an Impalaeriezh santel roman german lieskantvedek ha savet en he lec'h Kengevredad ar Roen, dindan e warez pe e aotrouniezh kentoc'h. E Kengevredad ar Roen e oa priñselezhioù sujet d'an Impalaer gall, ha doñvaet e oant bet gant titloù enorusoc'h eget ar re o devoa kent. E-touez an dud-se e oa eontred ha moerebed da Sophie. Darn anezho a oa deuet, e 1806, dre c'hras an Impalaer gall, da vout rouaned, evel dug Bavaria, pried da Caroline von Baden, deuet da vout Roue Bavaria; pe evel landgrav Hessen-Darmstadt, pried da Wilhelmine von Baden, tad-kuñv da Sophie, hag a voe anvet da zug-meur. Kement-se a oa graet evit prenañ fealded ar briñsed ha kaout digante soudarded da vont d'ar brezel evit Napoleon.
Koulskoude, dimeziñ enorusañ unan eus kentañ merc'hed-bihan dug-meur Baden a oa bet skoulmet a-raok d'an Napoleone Buonaparte bezañ anavezet er vro: en 1793 eo e oa bet dibabet Louise-Augusta gant an dsarez Katelin II da zimeziñ d'he mab-bihan, ar priñs Aleksandr a voe tsar Aleksandr Iañ.
Goude e oa deuet dimeziñ Friederike da roue Sveden, rak fellout a rae da roue Sveden bezañ erru mat gant an impalaer gall.
Mont a reas kurunenn Sveden gant hec'h eontr, Karl XIII, ha hennezh a advabas un ofiser gall Bernadotte. Prizoniet e oa Sophie, ha hi eizh vloaz, gant he mamm, he breur, hag he c'hoarezed, e Haga.
En 1812 e nac'has ar rouanez Friederike mont da-heul he fried Gustav IV Adolf: ne felle ket dezhi bugaleañ en harlu. Dispartiañ a reas ar roue ha rouanez diroueet, ha chom a reas ar vugale gant o mamm.
Tiegezh Baden
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa da Leopold von Baden, dug-meur Baden
D'ar 25 a viz Gouhere 1819 e timezas Sophie da Leopold von Baden, un den a veze disprizet en he ziegezh. Merc'h-ker e oa ivez eta d'ar gontez Hochberg a varvas bloaz goude.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alexandrine von Baden (1820-1904), dimezet en 1840 da Ernst II von Sachsen-Coburg und Gotha
- Ludwig (1822-1822)
- Ludwig II von Baden (1824-1858)
- Friedrich Iañ von Baden (1826-1907), dimezet en 1856 da Luise von Preußen (1838-1923)
- Wilhelm von Baden (1829-1897) épousa en 1862 Marie de Beauharnais-Leuchtenberg-Romanovsky (1841-1914)
- Karl von Baden (1832-1906), jeneral prusian, a reas un dimeziñ morganatek
- Marie von Baden (1834-1899), dimezet da Ernst II, priñs Leiningen (1830-1904)
- Cäcilie von Baden (1839-1891), dimezet en 1857 da Michel Nicolaevitch Rusia
Afer Kaspar Hauser hag an heuliadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1828 e veze klevet brud eus Kaspar Hauser, ur paotr yaouank dianav degouezhet e Bavaria ne ouie den eus pelec'h, ha berr e spered. Krediñ a rae da lod e oa mab henañ Karl Ludwig Friedrich von Baden hag an dugez-veur Stéphanie de Beauharnais, ur bugel hag a vije bet marvet e 1812. mar boa eñ eo dezhañ e ranked reiñ kurunenn dugelezh-veur Baden .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Françoise de Bernardy, Stéphanie de Beauharnais, Librairie académique Perrin, Paris, 1984.