Karl XIII
Karl XIII (1748-1818) a oa ur priñs svedat, Dug Södermanland da gentañ, ha goude-se roue Sveden adalek 1809, ha roue Norge, evel Karl II, adalek 1814 betek e varv e 1818 .
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil mab ar roue Adolf Fredrik e oa. E vamm, Lovisa Ulrika, a oa c'hoar da Frederig II Prusia.
E ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ren a reas pa oa bet diskaret e niz Gustav IV Adolf, mab d'e vreur ar roue Gustav III, gant un taol-stad.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa d'ar briñsez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, hogen bugel ebet n'o doe. Se zo kaoz e voe advabet gante ar jeneral gall Bernadotte.
Ur mab en doa bet a-raok e eured avat, gant e serc'h Augusta von Fersen:
- Carl Löwenhielm (1772-1861)
Serc'hed all en doa bet ivez: Charlotte Eckermann, Charlotte Slottsberg , Lolotte Forssberg, Mariana Koskull ...
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas e miz C'hwevrer 1818, e bried a varvas pevar miz goude, e miz Mezheven. Bernadotte a renas war e lerc'h.