Mariana Koskull

Eus Wikipedia

Henrietta Mariana Charlotta Koskull (1785–1841) a oa un dimezell a enor svedat, serc'h da zaou roue, Karl XIII ha Karl XIV Johan.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mariana, pe Marianne, evel ma veze graet anezhi e lez gallgar Sveden, aoa merc'h da Gustaf Fredrik Koskull hag Anna Charlotta Gjelstrup. Dont a reas da vout dimezell a enor gant ar rouanez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp (1759-1818). Plijout kaer a rae abalamour ma oa telennourez ampart, hag aktorez e veze alies e c'hoariva al lez.

Anavezete oa ivez evel serc'h d'ar roue Karl XIII adalek ma voe kurunennet e 1809, ha goude-se evel serc'h d'ar roue Jean-Baptiste Bernadotte, kurunennet e 1818, hag ur bugel he dije bet graet gantañ.

Istorourien zo bet diasur diwar he fenn, rak ne ouzont ket ha serc'h da vat e oa da Karl XIII, pe ober an neuz hepken. Hervez gwreg ar roue, ar rouanez Hedvig Elizabeth Charlotte, e c'hoarie ar roue bezañ serc'heg dezhi met re gozh e oa evit se, e-skoaz Bernadotte a zarempredas anezhi pa oat e wreg kuit da Vro-C'hall e 1811. Bernadotte a glaske kuzhat an afer, ha Mariane Koskull arae ar c'hontrol-bev.

E Mezheven 1815 e skrivas ar rouanez he devoa taolet pled e veze Koskull o tispakañ braverioù nevez, anat dezhi e oant bet profet gant ar Priñs Bernadotte.

Ur poltred anezhi a oa en Euterpe, muzenn ar sonerezh, ouzh moger unan eus saloñsoù ar roue. En tu a-dreñv e oa ur poltred all, hini ul lennerez-planedennoù. Pa veze gwelet al lennerez-planedennoù e roe da c'houzout d'ar Priñs Bernadotte e tremenje an devezh gant ar roue: pa veze gwelet ar vuzenn e tremene an devezh gant Bernadotte.

Ur wech e oa oc'h ober un tamm lez a dost d'ar priñs yaouank Oscar, hag a oa da vout Oscar Iañ Sveden e tirollas gouarnour ar priñs Germund Ludvig Cederhielm, hag e c'harmas: "En anv Doue, Dimezell, laoskit an trede rummad, emaoc'h o vreinañ anezho holl en un taol!"

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lars Elgklou, Familjen Bernadotte. En kunglig släktkrönika
  • Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok IX, Stockholm, P.A. Norstedt & Söners förlag, 412070, (1942)
  • Lars Elgklou (1978), Bernadotte. Historien - eller historier - om en familj. Stockholm: Askild & Kärnekull Förlag AB, 1978, ISBN 91-7008-882-9