Charlotte Slottsberg
Charlotte Slottsberg, pe Gustava Charlotta Slottsberg, ganet e Stockholm e 1760 ha marvet eno ivez e 1800, a oa ur gorollerez svedat, en un amzer ma oa tost an holl gorollerezed a live uhel o tont eus Bro-C'hall pe Italia, evel Ninon Dubois le Clerc ha Giovanna Bassi.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Charlotte Slottsberg en un tiegezh paour, merc'h da Andreas Slottsberg, oberour perukennoù, ha da Lovisa Charlotta Schumbardt, korollerez. Pa oa bugel e tañse gant kompagnunezhioù bihan war leurennoù bihan en-dro da gêr Stockholm, war un dro gant he mamm hag he div voereb korollerezed.
Goude-se e voe kelennet e bagad ar c'horollerezed gall Du Londel e lez ar rouanez Lovisa Ulrika. E miz Here 1771 e kaver roud eus he mamm, "Madame Slottsberg", hag eus an div voereb, evel implijadezed e kompagnunezh barrez Bollhuset.
E 1773, da 13 vloaz, e kavas fret e C'hoarigan Roueel Sveden en Bollhuset evel eil korollerez.
Koroll a reas e Kompagnunez Barrez Sveden. Eus 1777 da 1797 e voe serc'h da zug Sudermanie, a voe lakaet da roue hag anvet Karl XIII en 1796.
Pa voe staget Magdalena Rudenschöld (1794) ouzh post ar vezh, tamallet dezhi bout trubarderez, e voe kontet e oa tud en engroez o lavarout eo Charlotte Slottsberg an hini a ranke bezañ war ar chalfod e-lec'h Rudenschöld, hag arsailhet e voe he c'harroñs.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E svedeg
- Carin Österberg: Svenska Kvinnor; föregångare, nyskapare (Svedadezed : Diaraogadezed; pionerezed) (1990)
- Ingvar Andersson: Gustavianskt (An Oadvezh gustavian)
- http://www.amadeusonline.net/almanacco.php?Giornata=Marted%EC&Giorno=22&Mese=09.
- Kungliga teatern: Repertoar 1773-1973 (The repertoire of the royal theatre 1773-1973) 1974
- https://web.archive.org/web/20070927202956/http://www.muslib.se/ebibliotek/STM/STM1984/STM1984KuzmickHansell.pdf
- http://www.bankgarden.se/index.php?l=netherwood,
- https://runeberg.org/ordochbild/1912/0077.html,
- "Svenska män och kvinnor, bok nr 7", Torsten Dahl, 1954,
- Lars Löfgren, "Svensk teater", (C'hoariva Sveden),
- Klas Ralf: Operan 200 år. Jubelboken (200 bloavezh c'hoarigan. The Jubilee Book) Prisma
- Oscar Levertin: Teater och drama under Gustaf III ( C'hoariva ha drama e-pad ren Gustav III) Albert Bonniers förlag, Stockholm, Fjärde Upplagan (1920)
- http://www.archive.org/stream/svenskafolketsun07grimuoft/svenskafolketsun07grimuoft_djvu.txt
- Carl G. Rimberg: Svenska folket underbara öden (Planedennoù marzhus tud Sveden)