Friederike Dorothea von Baden
- Arabat droukveskañ gant ar priñs alaman Friedrich von Baden-Durlach.
Friederike Dorothea Baden, pe Friederike Dorothea von Baden en alamaneg (1781-1826), a oa ur briñsez alaman deuet da vezañ rouanez Sveden ha Finland, eus 1797 da 1809.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Karlsruhe d'an 12 a viz Meurzh 1781. Merc'h e oa da Karl Ludwig von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt, ha c'hoar da Luise Augusta von Baden, pried d'an tsar Alesant Iañ Rusia.
Eurediñ a reas d'an 31 a viz Here 1797, e Stockholm, da Gustav IV Adolf , roue Sveden ha Finland. Aozet e oa bet an eured gant he fried, dre ma oa c'hoar da impalaerez Rusia, peogwir e kave dezhañ e oa un doare emglev gant Rusia, petra bennak ma en devoa nac'het dimeziñ a-raok d'an dugez-veur Alexandra Pavlovna Rusia na falveze ket dezhi kemmañ he relijion, ha d'an dugez Louise-Charlotte von Mecklemburg-Schwerin, ha ne oa ket gwall vrav, hervez a oa bet kontet dezhañ.
Kontet eo ar priedoù da vezañ bet evurus an eil gant egile. Met ne oa-hi ket troet kement hag he fried gant ar c'hoari daou. Eñ a blije dezhañ chom e kambr e wreg da c'hoari koukoug ganti, hag ur wech o doa ranket kannaded ar Breujoù mont d'e zirenkañ p'edo e-kreiz un abadenn ken o devoa pedet anezhañ da vont da welout e serc'h gant aon e skuizhje yec'hed ar rouanez.
Displijet-bras e oa bet ar rouanez gant doareoù laosk lez Sveden, ha lavarout a reas d'he ziegezh nevez e oa souezhet o welout e oa « ur serc'h da bep hini » hag o klevout e oa troet he c'hoar-gaer, an dugez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, gant merc'hed koulz ha gant gwazed.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp bugel he doe :
- Gustav (1799-1877), priñs Vasa,
- a zimezas en 1830 da Luise Amelie Stephanie von Baden (1811-1854), (merc'h da Karl II von Baden ha da Stéphanie de Beauharnais), dizimezet en 1844,
- daou vugel o doe, en o zouez Caroline (1833-1907), a zimezas en 1853 da Albert Iañ, roue Saks
- a zimezas en 1830 da Luise Amelie Stephanie von Baden (1811-1854), (merc'h da Karl II von Baden ha da Stéphanie de Beauharnais), dizimezet en 1844,
- Sophie (1801-1865), a zimezas en 1819, da Leopold Iañ von Baden (1790-1852), dug meur ha goureontr dezhi ;
- Karl (1802-1805), dug Finland
- Amélie 1805-1853)
- Cécile (1807-1844), a zimezas en 1831 da Paul Friedrich August, dug Oldenburg.
Dizimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizimeziñ a reas e 1812.
En he raok: Sofia Magdalena Danmark |
Rouanezed Sveden Friederike Dorothea von Baden (1766-1792) |
War he lerc'h: Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]