Mont d’an endalc’had

Amalie von Hessen-Darmstadt

Eus Wikipedia
Amalie von Hessen-Darmstadt
He zad, Ludwig IX von Hessen-Darmstadt.

Friederike Amalie von Hessen-Darmstadt (17541832) a oa pedervet merc'h Ludwig IX von Hessen-Darmstadt .

Ganet e oa en Prenzlau, e Brandenburg. He zad, Ludwig IX von Hessen-Darmstadt (1719–1790) a oa landgraf Hessen-Darmstadt hag he mamm, ar gontez Henriette Karoline (1721–1774), a oa merc'h d'an dug Christian III von Zweibrücken-Birkenfeld.
Amalie a voe degaset da Sant Petersburg gant he mamm e 1772 da weladenniñ lez Rusia, rak unan eus danvez-priedoù ar priñs Paul e oa, met tro wenn a reas-hi rak hennezh a gavas gwell dimeziñ d'he c'hoar Wilhelmina Luisa von Hessen-Darmstadt.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amalie a zimezas d'he c'henderv Karl Ludwig von Baden e miz Gouhere 1775. Hennezh a oa mab da Karl Friedrich von Baden ha goude marv e dad e 1806 e teuas da vout kentañ Dug-meur Baden, ha da Karoline Luise von Hessen-Darmstadt, a oa merc'h d'al landgraf Ludwig VIII von Hessen-Darmstadt.

Eizh bugel he doe, daou vab ha c'hwec'h merc'h dimezet mat e lezioù Europa, ma veze graet mamm-gaer Europa anezhi. :


A-hed he friedelezh e klemmas diwar-benn pegen yen outi e oa he zad-kaer Karl Friedrich ha pegen bugelel e wreg.
E 1801 ez eas gant he ziegezh da welout he merc'h, deuet da vout impalaerez Rusia, hag alese da-gaout he eil merc'h, rouanez Sveden. Hervez deizlevr ar briñsez Hedvig Elisabeth Charlotta e oa ur plac'h a spered hag a benn, ha sentus outi e oa he fried.[1]


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Anna Schiener, Markgräfin Amalie von Baden (1754-1832). Verlag Friedrich Pustet, Regensburg 2007
  • Günther Schiwy: Eichendorff S. 242
  • Edelgard Spaude: Eigenwillige Frauen in Baden, Rombach, 1999
  1. Cecilia af Klercker (1936). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok VII 1800-1806 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte VIII 1800-1806) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag Stockholm. 140 p. ISBN 362103. 

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.