Plac'h yaouank
Neuz
Ur plac'h yaouank a vez lavaret eus ur plac'h ha n'eo ket dimezet. Ma vez kozhik ar plac'h, ma n'eo ket dimezet c'hoazh, pe tremenet an oad dezhi da zimeziñ e vez lavaret eo ur plac'h yaouank kozh.
Gwechall, pa veze a-bouez bras d'ur plac'h dimeziñ, e veze disprizet ar plac'hed yaouank kozh, ha graet goap anezhe a-wechoù.
Alies e chome ar plac'hed yaouank e ti o zud da sevel ar vugale yaouankoc'h, pe d'ober war-dro o zud pa vezent erru kozh.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jane Eyre, zo ur vaouez, chomet plac'h yaouank, a-raok mont da itron, e romant saoznek Charlotte Brontë
- La Vieille Fille ur romant gallek gant Honoré de Balzac
- Doña Rosita la soltera o El lenguaje de las flores, pezh-c'hoari e 1935 gant Federico García Lorca (1898-1936), bloaz a-raok e varv.
Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sherlock Holmes a zo paotr yaouank kozh e danevelloù Arthur Conan Doyle)
- Hercule poirot ha Miss Marple zo ur paotr ha plac'h yaouank kozh, ha kozh-viret, e romantoù saoznek Agatha Christie.
Kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eleanor Rigby, savet gant Paul McCartney e 1966.
- La tieta gant Joan Manuel Serrat.