Karoline Friederike Wilhelmine von Baden
Neuz
Friederike Karoline (pe Caroline) Wilhelmine von Baden (1776 - 1841) a oa ur briñsez eus Baden deuet da vout rouanez Bavaria dre zimeziñ.
He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h henañ ar priñs Karl Ludwig von Baden hag e bried Amalie von Hessen-Darmstadt e oa.
He c'hoarezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He c'hoarezed a reas dimezioù kaer.
- Amalie Christiane von Baden (1776-?), he gevellez, a chomas dizimez koulskoude;
- Luise von Baden (1779 – 1826), a voe impalaerez Rusia, dre he dimeziñ en 1793 d'an tsarevitch Alesant Pavlovitch a voe anvet da impalaer evel Alesant Iañ Rusia.
- Wilhelmine Luise von Baden (1788–1836), dugez-veur Hessen ha bei Rhein.
- Friederike Dorothea von Baden, rouanez Sveden, pried Gustav IV Adolf, roue Sveden
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas Karoline Friederike Wilhelmine von Baden d'an 9 a viz Meurzh 1797 d'an dug Masimilian von der Pfalz-Zweibrücken, pennhêr dilennerien Pfalz ha Bavaria war un dro, hag a voe anvet da roue Bavaria en 1806.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ur mab (ganet marv */† 1799)
- Maximilian Joseph Karl Friedrich (1800-1803), marvet da 3 bloaz
- Elisabeth Ludovika von Bayern (1801-1873), dimezet e 1823 da Friedrich Wilhelm IV von Preußen, roue Prusia (1795-1861)
- Amalie Auguste von Bayern (1801-1877), dimezet e 1822 da Johann Iañ roue Sachsen (1801-1873)
- Maria Anna Leopoldine (1805-1877), dimezet e 1833 da Friedrich August II, roue Saks (1797-1854)
- Sophie Friederike Dorothea Wilhelmine (1805-1872), dimezet e 1824 da Franz Karl von Österreich (1802-1878)
- Ludovika Wilhelmine (1808-1892), dimezet e 1828 d'ar priñs Max Joseph in Bayern (1808-1888)
- Maximiliane Josepha Karoline (1810-1821), marvet da 11 vloaz.