Karl Ludwig Friedrich von Baden

Eus Wikipedia
Karl Ludwig Friedrich Baden

Karl Ludwig Friedrich von Baden (Karlsruhe 1786–1818 Rastatt), a oa ur priñs alaman en XIXvet kantved, ha dug-meur Baden etre 1811 ha 1818.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Karl Ludwig von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt. Mab-bihan e oa da Karl Ludwig von Baden, Dug-meur Baden. Pa varvas e dad e 1801 e teuas da vout priñs pennhêr.

Prometet e oa da Augusta Bavaria hogen torret e voe ar promesa gant Napoleone bionaparte a felle dezhañ dimeziñ Augusta d'e advab Eugène de Beauharnais.

Dimezet e voe Karl e miz Ebrel 1806 da Stéphanie de Beauharnais (1789–1860), merc'h da Claude de Beauharnais, adverc'het gant Napoleone Buonaparte. Da gentañ ne voe ket evurus ar priedoù. Ouzhpenn e oa Karl dindan levezon e eontr Ludwig Iañ von Baden (1763-1830), rouler ha gastaouer.

Breur-kaer da roue Sveden ha d'an Tsar, hogen daoust da se e roas harp da Napoleone Buonaparte ha n'en dilezas nemet war an diwezhadoù.


Goude marv e dad-kozh e 1811 e renas en dugelezh evel Karl II. Mervel a reas seizh vloaz goude, e 1818, d'an oad a 30 vloaz.

Krouiñ a reas Urzh Leon Zaeringen e 1812.

E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp bugel o doe:

Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E eontr Ludwig Iañ von Baden (1763-1830) an hini a renas war e lerc'h


En e raok:
Karl Ludwig von Baden
Dug-meur Baden

18111818
War e lerc'h:
Ludwig Iañ von Baden (1763-1830)