Smith & Wesson Model 52
Smith & Wesson Model 52 | |
---|---|
Ur bistolenn Smith & Wesson Model 52 dezhi ur pouez dindan he c'hanol | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Pistolenn damaotomatek un-ober |
Munisionoù | .38 Special (da gentañ) 9 × 19 mm Parabellum (stumm Model 952) |
Produer | Smith & Wesson |
Mare produiñ | 1961-1993 Model 952 : 2000-2012 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 964 g |
Hirder | 196 mm |
Hirder ar c'hanol | 112 mm |
Perzhioù teknikel | |
Tizh o vont e-maez | 426 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 5 kartouchenn |
Adstummoù | Model 952 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Smith & Wesson Model 52, anvet ivez Master 52[1], zo ur bistolenn damaotomatek un-ober produet etre 1961 ha 1993 gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1950 e klaske an US Army ur bistolenn evit e skipailhoù sportoù tennañ. An embregerezh Smith & Wesson a savas evite ar Model 52, deveret eus ar Model 39 : kemmet e oa bet he c'houch hag bihanoc'h e oa endalc'h he c'harger (5 kartouchenn). Kambret e oa e .38 Special, ur c'halibr poblek e bed ar sport. Ar skouerennoù kentañ a oa dezhe ur blatinenn un-ober ha daou-ober, met diwar alioù tennerien e voe treuzfurmet e doare un-ober nemetken (adstumm 52-1)[1]. Dre ma tiskoueze he c'hraban bezañ bresk e voe gwellaet (adstumm 52-2). Ur stumm all eus ar Model 52, ar Model 952, zo bet produet etre 2000 ha 2012. Kambret eo e 9 mm Parabellum[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) VALANCE Régis, Le Smith & Wesson Master 52, Cibles n°650, miz Eost 2024, pp. 81-85
- ↑ (en) Smith & Wesson Model 952 war Gunlistings.org (lennet d'an 23/08/2024)