Smith & Wesson Model 29
Smith & Wesson Model 29 | |
---|---|
Ar revolver Smith & Wesson Model 29 implijet gant an enseller Harry Callaghan er film Dirty Harry | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver daou-ober |
Munisionoù | .44 Magnum (stumm kentañ) .357 Magnum .45 Colt 9 mm Parabellum 10 mm Auto .41 Magnum |
Produer | Smith & Wesson |
Bloavezh krouidigezh | 1955 |
Pouez ha muzulioù | |
Pouez (hep kartouchenn) | 1,46 kg |
Hirder | 353 mm |
Hirder ar c'hanol | 213 mm |
Perzhioù teknikel | |
Mont en-dro | Revolver daou-ober (DA) |
Dalc'h | Taboulin 6 tenn |
Stummoù all | Model 629 (dir disvergl) |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Smith & Wesson Model 29 zo ur revolver daou-ober produet gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson abaoe 1955.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur revolver galloudus-tre eo hag a implij stern "N" ar merk. Kambret e oa da gentañ e .44 Magnum ha solut-kenañ e ranke bezañ e wikefre da anduriñ an argil uhel degaset gant ar munision-se. Kanolioù ar stummoù kentañ produet a rae etre 102 mm ha 270 mm. Dek adstumm eus ar Model 29 zo bet kinniget etre 1955 ha 2007. Adalek 1975 e voe produet un adstumm e dir disvergl, ar Model 629.[1]
Hiziv e vez gwerzhet ar Model 29 er c'halibroù .44 Magnum, 10 mm Auto, .357 Magnum ha .45 Colt. Daou stumm a gaver ivez e 9 mm hag e .41 Magnum.[2]
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'he ment ha d'he galloud uhel eo bet priziet ar Model 29 e bed ar sinema. Brud he deus tapet etre daouarn Clint Eastwood er film Dirty Harry (1971). Gwelet e vez ivez er filmoù Live and let die (1973), Taxi Driver (1976), Léon (1994), La Haine (1995) pe X-Mens Origins: Wolverine (2009).
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2022, p.92
- ↑ (en) Pajenn ar Model 29 war lec'hienn Smith & Wesson (lennet d'ar 24/03/2024)