Smith & Wesson Model 19
Smith & Wesson Model 19 | |
---|---|
Ur revolver Smith & Wesson Model 19-5, dezhañ ur c'hanol 4 meutad | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver |
Munisionoù | .357 Magnum / .38 Special |
Produer | Smith & Wesson |
Mare produiñ | 1957 - 1998 Abaoe 2018 |
Pouez ha muzulioù (stummoù 2 da 8) | |
Hirder ar c'hanol | 2,5" (63 mm) 4" (102 mm) 6" (152 mm) |
Pouez | 0,864 kg 1,020 kg 1,105 kg |
Perzhioù teknikel | |
Mont en-dro | Revolver un-ober / daou-ober (SA/DA) |
Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
Stummoù all | Model 66 Model 68 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Smith & Wesson Model 19, lesanvet a-wechoù Combat Magnum[1], zo ur revolver c'hwec'h tenn kalibr .357 Magnum, dezhañ ur blatinenn un-ober ha daou-ober, produet gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson adalek 1957.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo ar Model 19 tro-dro d'ar stern K, ment krenn ar merk[1]. Kambret eo e .357 Magnum, ha gellet a ra neuze degemer kartouchennoù .38 Special. Implij ar c'halibr-mañ a oa soñjet evit ar nerzhioù surentez evel ar polis a glaske kaout un arm galloudus, uheloc'h e c'halloud-herzel evit hini an 9 mm Parabellum da skouer. Etre 1957 ha 1998 e voe produet stummoù disheñvel eus ar Model 19, niveret eus 1 da 8, dezhe cheñchamantoù bihan etreze. Kanol orin ar Model 19 a rae 4 meutad (102 mm)[1]. Stummoù e 6" (152 mm, e 1963) ha 2,5" (63 mm, e 1966) a voe degaset diwezhatoc'h[2]. Adkregiñ a reas produiñ an arm e 2018 dindan an anv Model 19-9, gant kanolioù 3" ha 4,25". Dornikell ar Model 19 a c'hall bezañ savet e koad pe e kaoutchoug.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou adstumm e dir disvergl eus ar Model 19 a zo bet gwerzhet : ar Model 66 etre 1971 ha 2005 hag abaoe 2014 adarre, hag ar Model 68 abaoe 1977.
E-touez e implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kalz poliserien a implijas ar Model 19 er Stadoù-Unanet etre ar bloavezhioù 1960 ha 1990[3].
- Revolverioù Smith & Wesson Model 19 a voe implijet gant ar GIGN e deroù istor ar strollad. Merzet e voe gant e izili e save kudennoù en arm goude bezañ tennet miliadoù a gartouchennoù gantañ. A-benn ar fin e voe choazet ar Manurhin MR 73 evel arm-dorn[4].
- Ar c'haner stadunanat Frank Sinatra en doa ur Smith & Wesson Model 19-4[5].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) WOOD Keith, Smith & Wesson Model 19, Guns & Ammo, 27/02/2019 (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (fr) Smith & Wesson mod 19-3 war Littlegun.info (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (en) TAYLOR Jon Wayne, Gun Review: Smith & Wesson Model 19-3, The Truth About Guns, 31/10/2016 (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (en)(fr) Hervez un atersadenn eus Christian Prouteau kaset da benn gant Ian McCollum, war Forgotten Weapons, 16/12/2021 (gwelet d'an 21/09/2024)
- ↑ (en) Lot 381: Frank Sinatra's Smith & Wesson Model 19-4 Revolver, war lec'hienn Rock Island Auction (lennet d'an 21/09/2024)