Mont d’an endalc’had

Skritur ar c'hozheuropeg

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
lestr kavet e Vinča e donded ar 8,50 m .

Meizad ar c'hultur heneuropat ha skritur an heneuropeg a zo bet embannet gant an arkeologourez Marija Gimbutas diwar-benn kavadennoù deiziatet eus 7000 betek 4000 kent Jezuz-Krist. E Serbia, Hungaria ha Kroatia ez int bet graet. War meur a dra (pladennoù, pouezioù-gwiad, delwennigoù-pri) ez eus bet gwelet arouezioù ul lizherenneg dianav.
Lod eus an hendraourien o deus klasket liammañ anezhi d'an etruskeg pe d'ar fenikianeg.
Skritur Vinča e vez graet ivez eus ar skritur-mañ p'eo bet kavet meur a skouer er gêr-se e-kichen Beograd. E kêriadenn Jela nepell diouzh Beograd eo bet graet meur a gavadenn gant enskrivadurioù ivez.
Forzh penaos eo bet skritur Vinča kalz koshoc'h eget hini ar Sumeridi hag hini an Henegiptiz koshañ.

Ur vartezeadenn nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An arkeologour amerikan, Toby Griffen, hag en deus kelennet e Skol-Veur Su-Illinois a-raok mont war e leve, en deus embannet ur vartezeadenn leun a ijin, met ne vez ket degemeret gant an holl arbennigourien.
Hervezañ e vije posupl disifrañ eur frazenn kavet war daou bouez-gwiad. Treiñ a ra teir arouezenn evel tresoù pe hieroglifoù. Unan a vefe tres un arzh, unan all hini ur c'hourzh (a dalveze evit un doueez) hag un trede hini ul labous.
P'en deus kavet div wech an heuliad : arzh doueez labous doueez arzh doueez en deus soñjet e c'hellfe bezañ gwelet evel ar frazenn : an doueez-arzh hag an doueez-labous, (ar re-se) an doueez-arzh. Un doare da zispakañ eo an div zoueez un doueez hepken.
Hervez Griffen ez eus kaoz amañ eus an doueez gresian Artemis he doa perzhioù liammet ouzh al laboused koulz hag ouzh an arzhed. Eus arktos (ger gresianeg evit arzh) e teu hec'h anv ha patrom ar vaouez-labous eo ivez.

  • Gimbutas, Marija. 1974. The Gods and Goddesses of Old Europe 7000 - 3500 BC, Mythos, Legends and Cult Images
  • Griffen, Toby D., Deciphering the Vinca Script [1], 2007.
  • Pešić, Radivoje, The Vincha Script (ISBN 86-7540-006-3)
  • Pešić, Radivoje, "On the Scent of Slavic Autochthony in the Balkans," Macedonian Review 19, nos. 2-3 (1989), 115-116
  • Winn, Milton McChesney. 1973. The signs of the Vinča Culture : an internal analysis : their role, chronology and independence from Mesopotamia
  • Winn, Shan M.M. 1981. Pre-writing in Southeastern Europe: the sign system of the Vinča culture, ca. 4000 BC

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]