Mont d’an endalc’had

Skiñvieg

Eus Wikipedia
Skiñvieg
Chapel Kervaria
Chapel Kervaria
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Squiffiec
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Bear
Kod kumun 22338
Kod post 22200
Maer
Amzer gefridi
Yvon Le Moigne
2014-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn Web http://Squiffiec.overblog.net
Poblañsouriezh
Poblañs 762 ann. (2020)[1]
Stankter 85 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 37′ 41″ Norzh
3° 09′ 10″ Kornôg
/ 48.6280555556, -3.15277777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 114 m
bihanañ 25 m — brasañ 123 m
Gorread 8,96 km²
Lec'hiañ ar gêr
Skiñvieg

Skiñvieg (distaget [ˈskĩ.vjək]) a zo ur gumun e Treger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

  • War lez kleiz an Trev emañ Skiñvieg.

Kumunioù amezek : Ploueg-Pont; Tregonev; Sant-Jili-ar-C'hoad; Kervoroc'h;

Bernard Tanguy (1992) : "Eccl. de Sciffiec, war dro 1330; par. de Schifiec, 1380; Squiffryec, 1389; Squiffiec, fin XIVè, 1461; Squiviec, 1464". Talvoudegezh : hevelep anv gant Ysgeifiog, parrez kontelezh Fflintshire e Bro-Gembre, Squiffiec, kêriadenn Plougastell-Daoulaz, Squiviec, kêriadenn Mûr, Le Squiffiec, ul lodenn douar Trémeven-Goueloù : diwar brezhoneg skav.

En geot e deir bleuñvenn skav en argant nozelek en aour, e vevenn en glazur; e gab en erminoù (diwar familh Le Meur de Keramanac'h, hag e zouge teir pempdiliaouenn)

  • Ul lodenn eus Ploueg-Pontrev e oa Skiñvieg.
  • Mervel a reas 60 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 7,63 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas daouzek den abalamour d'ar brezel[3].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Taol-vaen, pe lia Kergadig, anvet "Gwele Sant Yann".
  • Daou beulvan Kerdudalo (3,80 m) (unan bet diskaret).
  • Peulvan Porzh-Floc'h (3 m).
  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
  • Chapel Kervaria al Lann. XVIIvet kved; dizimplij abaoe 1921; (enskrivet d'an 3 a viz Gwengolo 1927).
  • Kroaz Kervaria.
  • Kroaz Kerantoupet (1785).
  • Maner Kertangi, 1707-1733.
  • Maner Keramanac'h (XVIII), e stad fall.
  • Feunteun Sant Yann Keramanac'h.
  • Feunteun Kergadig.
  • Monumant ar re varv (1914-1918) e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[4].
  • Monumant ar re varv (1939-1945),luc’hskeudenn[5].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 1989 → bremañ Yvon Le Moigne kreiz-dehoù Kelenner war e leve
Meurzh 1983 Meurzh 1989 Eugène Bouget Labourer-douar
  • Saturnin-Marie-Hercule du Bourblanc, kont, bet ganet e kastell Karamanac'h, e Skiñvieg, d'ar 26 a viz Du 1739, aet da Anaon e Sant-Pêr-Plewenn d'an 19 a viz Gwengolo 1819. Den a bolitik, war zu ar roueelerien.
  • Rene Duval, ganet e Pleuzal d'an 20 a viz Gouere 1799; person Skiñvieg adalek an 18 Genver 1836; aet da Anaon e Skiñvieg d'ar 6 a viz Meurzh 1868.

Levrioù talvoudus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990.
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. Ar Men. 1992.
  • (fr)Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine. 2008.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]