Sibiu

Eus Wikipedia
Kreiz kêr Sibiu

Sibiu (distaget [si'biw] e roumaneg ; Hermannstadt en alamaneg, Nagyszeben en hungareg) zo ur gêr vras e Roumania. Pennlec'h distrig Sibiu eo ; gant 147 245 a annezidi e 2011 ez eus unan eus kêrioù brasañ Treuzsilvania. Emañ war lez ar stêr Cibin, un adstêr d'an Olt hag a zo e-unan un adstêr d'an Danav.

Diazezet e voe gant alamanegerien en XIIvet kantved ha kêr-benn Saksoned Treuzsilvania e voe betek kreiz an XIXvet kantved. En XXvet kantved e voe roumanekaet tamm-ha-tamm. Hiziv ez a roumanegerien d'ober an darn vrasañ eus an annezidi (ouzhpenn 95 %). Met Klaus Iohannis, hag a zo prezidant Roumania abaoe Kerzu 2014, zo alamaneger ha bet eo maer Sibiu etre 2000 ha 2014.

Yac'h eo armerzh Sibiu, izel a-walc'h eo feur an dilabour e kêr ha dont a ra kalzik embregerezhioù estren d'en em staliañ enni. Un aerborzh etrebroadel zo, gant linennoù kirri-nij war-zu Bukarest, Italia, Aostria hag Alamagn.

Sibiu n'he deus ket gouzañvet re politikerezh kêraozañ mare Ceaușescu ha miret he deus kalz savadurioù kozh. Anvet e oa bet da gêr-benn sevenadurel Europa e 2007, asambles gant Luksembourg, ha kalz labourioù zo bet graet da gaeraat ha da gempenn ar savadurioù-se. Meur a virdi zo, brudet eo ar mirdi livadurioù Brukenthal ha gant se e teu touristed e-leizh da Sibiu.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Sibiu gant ar c'hêrioù-mañ :


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.