Nicolae Ceaușescu

Eus Wikipedia
Nicolae Ceaușescu e 1978

Nicolae Ceaușescu (distaget [nikoˈlae t͡ʃe̯auˈʃesku] e roumaneg) (19181989) a voe e penn Roumania adalek kreiz ar bloavezhioù 1960 ha betek 1989. Komunour e oa ha klasket en doa mirout ouzh e vro da vezañ e dalc’h an Unvaniezh Soviedel, hogen gwallgas a reas anezhi. E 1989 e voe kondaonet gant ul lez-varn dispac’hel ha lakaet d’ar marv.

Ganet e voe Nicolae Ceaușescu d’ar 26 a viz Genver 1918 e Scornicești, ur gêriadenn eus kreisteiz Roumania. Er bloavezhioù 1930 e teuas da vezañ komunour ha toullbac’het e voe abalamour d’e obererezh politikel. E 1939 e timezas da Elena Petrescu. Adal 1940 e voe toullbac'het, asambles gant ar penn bras komunour Gheorghe Gheorghiu-Dej, ha dont a reas da vezañ unan eus e heulierien.

E 1944, ur pennadig a-raok ma voe aloubet Roumania gant an Arme Ruz, e tec’has Ceaușescu diouzh an toull-bac’h. E 19441945 e oa sekretour Kevredigezh ar Yaouankiz Komunour hag e 1945 ez eas e-barzh poellgor kreiz ar Strollad Komunour. Er gouarnamant komunour a voe savet goude 1947, e voe anvet da vinistr al labour-douar da gentañ (1948-1950) ha da vesministr an difenn goude (1950-1954). Dont a reas e vestr kozh Gheorghiu-Dej da vezañ pennsekretour ar Strollad komunour er bloavezh 1955, ha pignat a reas Ceaușescu en urzhaz ar strollad ivez, pa voe anvet er « politburo ». Goude marv Gheorghiu-Dej e 1965 e kemeras muioc’h a c’halloud e-barzh ar strollad ha daou vloaz diwezhatoc’h e oa dilennet e penn ar stad.

Hiviziken e oa Ceaușescu o ren war ar vro, evel prezidant ar c’huzul stad, da gentañ, hag evel prezidant Republik Roumania adalek 1974. Evel e ziagentad Gheorghiu-Dej e talc’he d’ober gant ur politikerezh komunour strizh, met dizalc’h diouzh an Unvaniezh Soviedel. E 1968 e lakaas Roumania da baouez da genlabourat gant Emglev Varsovia. Nac’h a reas kemer perzh en aloubadeg Tchekoslovakia gant armeoù an Emglev-se hag en ur brezegenn d’an 21 a viz Eost er bloavezh-se e savas a-enep zoken. E 1979 e tisklêrias ivez e oa a-enep aloubadeg Afghanistan gant URSS e 1979.

Met ar politikerezh estren-se ne dalveze ket e oa tuet Ceaușescu, en aferioù diabarzh ar vro, gant an demokratelezh. Kalet e voe e renad evit an disivouderien. Gant ur polis kuzh anvet Securitate e veze kontrollet buhez ar vro ha gwasket an disterañ enebiezh politikel. War un dro e oa aozet « azeuladur » Ceaușescu dre ar vro.

Skritell propaganda e Bukarest e 1986

Er bloavezhioù 1970 e voe boulc’het ur programm dreist-industrielaat dre ar vro, heñvel a-walc’h ouzh an hini a oa bet gant Stalin er bloavezhioù 1930, ha gouzañv kalz a reas pobl ar maezioù. Evit gallout paeañ an dle d’ar broioù estren, ha da vroioù ar C’hornôg dreist-holll abaoe ma oa yenaet an darempred etre Roumania hag URSS, e voe ezporzhiet a-vras gounidoù al labour-douar. Kregiñ a reas an dud da c’houzañv abalamour d’an diouer a voued. Keit ha m’o deveze naon ha ma teuent da vezañ paouroc’h-paour, ne vanke netra da renerien ar vro ha kreskiñ a rae azeuladur rener ar stad hag e wreg. Tailhet e veze ar boued d’an dud vunut, troc’het e veze an tredan hag ar gaz aliesoc’h-aliesañ. E-pad ar bloavezhioù 1980 e tiskennas live bevañ tud Roumania.

E-keit-se, evit kontrollañ gwelloc’h an dud hag ar vro, e voe roet lañs d’ur c’hampagn bras evit adstummañ an annez e Roumania. Evit se e voe distrujet miliadoù a gêriadennoù war ar maez ha savet melloù tiez en o lec’h, adtreset e voe neuz ar c’hêrioù bras, evel e Bukarest da skouer ma voe razhet ur bempvedenn eus ar savadurioù da adsevel ur gêr nevez. Hervez ar gouarnamant e oa graet an dra-se evit treuzfurmiñ ar vro ha dont da vezañ ar « gevredigezh komunour », stad diorroadur uhelañ ar gevredigezh hervez ar prezeg ofisiel. Muioc’h-mui a dud a save a-enep an distruj-se avat.

D’ar 17 a viz Kerzu 1989 e voe tennet gant ar polis war vanifesterien e Timișoara, war urzh Ceaușescu. Met e-lec’h spontañ an dud, ne reas an dra-se nemet lakaat muioc’h a dud da sevel a-enep ar gouarnamant. D’an 22 a viz Kerzu e voe aloubet savadur Poellgor Kreiz ar Strollad Komunour gant manifesterien e Bukarest, sevel a reas an arme a-du ganto ha tec’hout a reas Ceaușescu gant e wreg. Harzet e voent en ur gêr vihan, 50 km diouzh Bukarest, barnet diwar dizh ha kondaonet d’ar marv. Lazhet e voent d’ar 25 a viz Kerzu 1989.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.