Luksembourg (kêr)

Luksembourg (luksembourgeg: Lëtzebuerg, alamaneg: Luxemburg, galleg: Luxembourg), anavezet ivez dre an anv Kêr Luksembourg (luksembourgeg: Stad Lëtzebuerg, alamaneg: Luxemburg Stadt, galleg: Ville de Luxembourg), hag a vez graet anezhi d'Stad (“ar gêr” e luksembourgeg) ivez alies, a zo ur gumun gant ur statud kêr ha kêr-benn Dugelezh Veur Luksembourg. Emañ-hi e kember an Uelzecht hag ar Péitruss e su ar vro. Er bloaz 2010 e oa war-dro 100 000 a dud o chom e kêr. Ur greizenn arc'hantel eus ar c'hentañ renk eo (ar pempvet en Europa) ha meur a ensavadur eus Unaniezh Europa a zo diazezet eno ; en o zouez emañ Lez Justis Unaniezh Europa, Bank Postañ Europa ha Lez Kontoù Europa.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) (de) (en) Lec'hienn ofisiel an ti-kêr
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (en) Twin Towns in the UK e Dorset Twinning Association, 11 a viz Mae 2007.
- ↑ Partnerská města HMP, Portál „Zahraniční vztahy“ [Portal "Foreign Affairs"], 18 a viz Gouere 2013.