Shmouel
Shmouel [1] pe Samuel[2] (hebraeg שְׁמוּאֵל Shmu'el, gresianeg Σαμουήλ Samouēl, latin Samvel, a dalv "El eo e anv", El o vezañ ar ger hebraeg evit "doue") a oa ur levier yuzev eus an XIvet kantved KJK, ur profed hag ur barner.
Anavezet eo dre Kentañ Levr Shmouel ar Bibl. Lenn a reer a-zivout e varv e 1S 25, 1.
Mab da Elkana ha Hanna e oa. Gaonac'h e oa Anna, met selaouet e voe he fedenn gant Doue ha gellet he devoa genel Shmouel ha bugale all evel Penina, gwreg all Elkana.
Gouestlet e voe Shmouel da Zoue adalek e vugaleaj (1S 1, 26-28).
Fiziet e voe e stummadur en Eli, beleg meur Shilo.
Dibabet e voe gant Doue evel profed (1S 3).[3]
Barner e voe ivez, ha kas a reas pobl Israel d'am emgann enep ar Filistined.
Pa c'houlennas pobl Israel ur roue e voe olevet Shaoul gantañ (S 11, 12-14).
Ur wech dilezet Shaoul gant Doue (1S 15, 10) e tibabas Shmouel David, unan eus mibien Yese evit ren war Israel diwar urzh Doue (1S16).
Goude marv Shmouel e c'houlennas Shaoul digant ar sorserez En-Dor gervel e spes a ziougan dezhañ e vo trec'het hag e varvo asambles gant e vibien (1S 28, 3-25).
Evit an hengoun ez eo Shmouel an hini a wel an traoù, ar profed, pe c'hoazh an hini a ra al liamm etre Doue hag an dud evel Moshe.[3]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (br) Troidigezh An Tour-Tan
- ↑ (br) Troidigezh Gwilh ar C'hoad
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) Danielle Fouilloux et alii, Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p. 230 (ISBN 978-2-204-04028-0)