Barner (Bibl)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Taolenn gant Salomon de Bray (1635) - Yael (gwreg Heber), Debora ha Barak

Estreget evit ar varnerien anvet gant Moshe en dezerzh (Er 18, 13-26) e vez implijet ar ger "barner" (shofet, liester shoftim, en hebraeg) evit envel pe ur penngadour o stourm evit frankiz Israel enep pobloù Kanaan pe ur rener lec'hel. [1]

E Levr ar Varnerien an Tanac'h e konter istor daouzek eus an dud vrudet-se eus ar prantad a-raok staliadur ar roueelezh en Israel gant Shaoul bet olivet gant ar profed Shmouel ha dibabet evel roue.[2]

Komz a reer eus 6 barner "bras" (pennadoù hir diwar o fenn) ha c'hwec'h barner "bihan" (pennadoù berr diwar o fenn).

Setu anvioù ar c'hwech kentañ: Otniel (Othniel e troidigezh Gwilh ar C'hoad, Ehoud (Ehud), Debora (ha Barak), Jideon (Gedeon), Jefte ha Samzun (Samson).

Ar c'hwec'h barner "bihan" a zo Shamgar, Tola (Thola), Yair (Jaïr), Ibstan, Elon hag Abdon.

Samzun eo an hini brudetañ daoust dezhañ bezañ kentoc'h un haroz lec'hel. N'eo nag ur penngadour nag ur rener Kontet eo e istor evel un doare kontadenn bobl gant fent a-wechoù. Un "nazir " (gouestlet da Zoue) adalek penn kentañ e vuhez. Kreñv spontus oa met koll a raje e nerzh ma troc'hje e vlev. Stourmet en dije ouzh ar Felistiz. Hoalet ha trubardet eo bet gant Dalila. Toullbac'het gant ar Felistiz o doa dallet anezhañ e adkavas e nerzh hag e tistrujas templ an doue Dagon o lazhañ ur bern enebourien...[3]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p. 143
  2. Kentañ Levr Shmouel 10
  3. (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, p 230