Mont d’an endalc’had

Samzun, haroz Israel

Eus Wikipedia
Sansone in carcere ,Annibale Carracci (1588-90)
Sansone, Guido Reni (1621)
Simson en Delila, Rembrandt (1629-30)
Samson en Delila, Van Dyck (1630)
De blindmaking van Simson, Rembrandt (1636)

Samzun, Samson[1] (hebraeg : שמשון Šimšon, Šimšôn ʃimʃõn "eus an heol" ; arabeg : شمشون Chimchoun) a oa trede barner Israel hervez ar Bibl. Kontet eo e vuhez e Levr ar Varnerien (13.1 - 16.31), meneget eo en Tanac'h hag en Talmud.

Kreñv e oa evel dek marc'h. Hervez ar vojenn e teue e nerzh eus e bennad blev hir. Stourm a reas ouzh ar Filistined. Orgediñ a reas ouzh Dalila.

Danevell ar Bibl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En amzer-se e oa bet sujet darn eus meuriadoù Israel gant ar Filistined. E meuriad Dan e oa bet ganet Samzun.

Gaonac'h e oa gwreg Manoah, a oa o chom e kêr Zorah. Digant un ael kaset gant Doue avat e klevas he devefe ur mab hag a zieubfe Israel diouzh gwask ar Filistined. Kerkent ha ganet e vefe gouestlet ar bugel evel nazir : nepred ne evfe gwin ha nepred ne droc'hfe e vlev. Hag an ael da zont arre da lavarout d'an daou bried e ranko ar bugel heuliañ reol an nazir. Hag eñ kuit e-kreiz ar flammennoù hag int da anavezout e oa un ael a-berzh Doue. Ha setu ganet Samzun.

Bec'h gant ar Filistined

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù pennad 14 Levr ar Varnerien e c'houlenn Samzun digant e dud an aotre da gemer gwreg e-touez ar Filistinezed yaouank. Hag int dezhañ : « Ha n'eus ket merc'hed a-walc'h e-touez hor pobl ma rankez mont da glask e-touez ar Filistined didrodroc'h ? ». Met ar plac'h a blij da Samzun, hag eñ gant e dud da vont d'he goulenn. War an hent e lazh Samzun ul leon gant e zaouarn noazh. Pa zistro da zimeziñ e wel gwenan oc'h ober o mel e korf al loen.

Da zeiz an eured, awenet gant gweledigezh an tarvhed e korf al leon, e laka tregont gwiskamant e klaoustre d'an tregont kouviad, a rank diskoulmañ un dishustell : « Eus an hini a zebr e teu pezh a zebrer hag eus an hini kreñv e teu an hini dous. » Hag ar gouvidi da zerc'hel war ar plac'h nevez evit ma sacho ar respont digantañ, dezhi d'e ziskuliañ dezho hep gouzout d'he fried. Goude seizh devezh o terriñ penn he gwaz e klev ar respont hag e hast buan mont d'e lavarout d'an tregont kouviad : « Petra dousoc'h eget ar mel ha kreñvoc'h eget al leon ? ».

Savet ur c'horfad droug e Samzun, ma lazh tregont den eus Ashkelon evit o diwiskañ, ha ma tistro d'ar gêr da chom gant e dud. Goude ur pennad e tistro da gerc'hat e wreg, met roet eo bet d'ur gwaz all gant he zad. Ha Samzun ha kaout e zial : pakañ 300 louarn a ra, o stagañ daou-ha-daou dro o lost ha lakaat ur flammerenn etre pep koiblad kent o lezel da vont e parkoù ar Filistined ; distrujet gant an tan eo ar parkadoù neuze. Da zistro-gwall e tev ar Filistined ar vaouez yaouank hag he zad, hag un eil dial en deus Samzun dre gannañ ar Filistined.

Ar re-se neuze a gas mil soudard da gerc'hat Samzun. Roet eo dezho gant meuriad Yehouda. Samzun avat a zeu a-benn d'en em zistrobañ, ha gant karvan un azen e lazh ar mil Filistin. Goude an trec'h-se ez eo anvet da varner ar Filistined e-pad ugent vloaz.

Goude-se ec'h a Samzun da C'haza ma kej ouzh ur c'hast a ro bod dezhañ. Pa oar tud Gaza emañ Samzun e kêr e tivizont e lazhañ da darzh-an-deiz, hag e lakaont diwall dorioù kêr a-hed an nozvezh. Tec'hel a ra Samzun avat, en ur gas stalafioù unan eus an dorioù gantañ, kent o c'has da gêr Hebron.

Karout ar Filistinez Dalila a ra Samzun e saonenn Sorek. Ar Filistined, a zo enebourien da Israel, a c'houlenn digant Dalila hoalañ Samzun evit kavout a belec'h e tu e nerzh. Teir gwech e klask ar vaouez lakaat Samzun da ziskuliañ e sekred, ha teir gwech e lavar-eñ gaou dezhi ; d'ar pevare gwech avat e lavar ar wirionez : eus e bennad-blev nazir e teu e nerzh, rak gouestlet da Zoue eo-eñ.

Trubardet gant Dalila eo Samzun neuze : goude endevout e lakaet da gousket ec'h a war e varlenn hag e troc'h e seizh plañson tra m'emañ o huniñ ; n'en deus mui Samzun na nerzh na skoazell digant Doue. Goude-se e c'halv Dalila ar Filistined, a zeu da zallañ Samzun a-raok e vac'hañ. Kondaonet eo Samzun da lakaat tro e maen-milin an toull-bac'h e Gaza.

A-wechoù e vez digarc'haret evit diduiñ ar Filistined. Da-geñver un aberzh d'o doue Dagon, pa oa krog e vlev da greskiñ en-dro, en em gav etre div golonenn hag ec'h asped Doue da reiñ nerzh dezhañ. Gant e zaouarn noazh e pella ar c'holonennoù an eil diouzh heben neuze ; kouezhañ en o foull a ra ar c'holonennoù en ur lazhañ miliadoù a Filistined. Lazhet eo Samzun ivez ; goude kavet e gorf e-mesk an dismantroù ez eo kaset da vezañ sebeliet tost d'e diegezh.

Meur a arzour·ez zo bet awenet gant istor Samzun ha Dalila.

Samzun hag al leon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Samzun ha Dalila

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (br) Bibl ar Gonideg
  2. Ma weler Samzun o terc'hel penn ul leon ; gwenan a zeu er-maez eus genoù al loen.