Shilo

Eus Wikipedia
"Bosenn Ashdod" - Nicolas Poussin, 1630

Shilo (Silo e Troidigezh Gwilh ar C'hoad) zo ur gêr anvet Seilûn bremañ, 20 km er su da Nablous.

Hervez an Tanac'h e voe staliet Arc'h Doue eno da vare ar Varnerien ha marteze adalek mare Yehoshoua zoken[1]

En ur santual bet savet war ur patrom a zle bezañ tost eus hini Templ Jeruzalem goude (1S 1,9 ha S 3,3) e oa. Aze e oa Eli, mestr Shmouel, beleg-meur.

Chom a reas an Arc'h eno betek un emgann meneget e 1S 4 ma voe tapet gant Felishtiz goude o zrec'h war arme Israel ha kaset da gêr Ashdod[2].

Degas a reas an Arc'h reuz war Felishtiz (1S5) ha rentet da Isrrael (1S 6).

E meur a lec'h e voe an Arc'h a-raok bezañ staliet e Jeruzalem gant David (2S 6, 12).

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) La Bible de Jérusalem, Cerf, 1998, p. 387.
  2. (br) Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 2, pp 69-70.