Mont d’an endalc’had

Kerambreoù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Serdaigle)
Kastell Hogwarts, er park diduamant en Orlando, SUA.

Kerambreoù (Hogwarts e saozneg) zo ur skol sorserezh brudet, e romantoù Harry Potter. Krouet eo bet ouzhpenn 1000 bloaz zo (n'ouzer ket aresis e pe vloaz). Renet eo gant ar c'helenner Albus Dumbledore. E diwezh ar romant Harry Potter and the half-blood prince e teu ar gelennerez Minerva McGonagall, besrenerez ar skol, da vezañ renerez.

Hogwarts (gwenaennoù-hoc'h) eo anv ar skol e meur a yezh, e kembraeg ha spagnoleg, da skouer. Met troet eo bet en un toullad yezhoù.

  • Bradavicích e tchekeg, diwar bradavice (gwenaenn),
  • Cūkkārpa, e latveg, diwar cūka (pemoc'h)
  • Galtvort e norgeeg, diwar galt (pemoc'h) ha vort, tost ouzh wart e saozneg;
  • Poudlard e galleg, diwar poux (laou), ha lard (kig-sall); kalz lennerien a gred eo un anv saoznek;
  • Sigatüügas en estoneg
  • Swiniastate, e frizeg, diwar swin (pemoc'h)
  • Tylypahkasta e finneg
  • Zweinstein (Roc’h-moc’h) en izelvroeg.

Rannet eo ar skol etre pevar c'hoskoriad, pe tiad, anvet diwar ar pevar sorser a grouas ar skol :

  • Gryffindor (Gripi-Aour e brezhoneg),
  • Ravenclaw (Kraban-Erer e brezhoneg),
  • Hupplewulf (Puf-Tuf e brezhoneg)
  • ha Slytherin (Naer-Dinec'h e brezhoneg).

Pep hini anezhe zo un istor ha perzhioù dezhañ e-unan. Savet ez eus bet ul levr diwar-benn ar skol zo meneget alies gant Hermione Granger : "Istor Kerambreoù". Degas a ra al levr-se un niver a ditouroù diwar-benn ar skol hag evit an harozed.

En un doare kastell bras emañ skol Kerambreoù war vord ul lenn don ha war lez ur c'hoad bras. Nepell diouzh ar skol, met e diavaez dezhi, emañ Hogsmeade, unan eus an nebeud kêriadennoù poblet gant sorserien ha boudoù hud a gaver en enez Preden. Kuzhet eo an holl dachenn-se gant breoù galloudus ouzh daoulagad ar vougouled


Istor ar skolaj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vojenn eta e vije bet savet Hogwarts gant pevar sorser anvet fur ha doujet. Godric Gryffindor, Rowena Ravenclaw, Helga Hufflepuff, ha Salazar Slytherin. Bevet ha kelennet o dije a-gevret betek an deiz ma fellas da Naer-Dinec'h difenn deskadurezh ar skol ouzh ur rummad sorserien anvet dre zispriz gwad fank (mudblood e saozneg ha sang-de-bourbe e galleg), da lâret eo unan en deus un tad pe ur vamm muggle, pe an daou. Dizali e oa an tri sorser all gantañ hag abalamour da se e tivizas Naer-Dinec'h kuitaat ar skolaj. A-raok mont kuit e krouas Kambr ar sekredoù ma oa bac'het ur bazilig e-kreiz ar skol. Lakaet e voe renerien e penn ar skol goude marv ar grouerien. Gallout a reer menegiñ e-touez ar re ziwezhañ : an aotrou Phineas Nigellus Black, eontr Sirius Black, Armando Dippet hag Albus Dumbledore. Goude marv hemañ e teu Minerva McGonagall, da vezañ renerez d'he zro, er VIvet levrenn.

En ur c'hastell bras emañ skolaj Kerambreoù. ne ouezer ket resis pelec'h emañ war ur gartenn eus Breizh-Veur. Ur savadur hud eo ivez. Kemm a ra hervez mare an deiz pe ar bloaz peotramant diouzh ezhomm ar re a dremen en ul lec'h resis. Cheñch a ra hent ar skalieroù hag an trepasoù gant an amzer. A-wezhioù e anat ur gambr pa vez ezhomm anezhi gant unan bennak. Trepasoù kuzh zo evit tremen eus an eil lodenn eus ar c'hastell d'egile. Ar gelennerien o-unan ne anavezont ket holl rannoù ar skol. Kuzhet ez eus bet ur sal enni ur bazilig, da skouer, gant Salazar Slitherin, hep goût da zen. Lod eus ar studierien, evel Jord ha Fred, breudeur Ron Weasley, pe Harry e-unan, a ra o mad eus an dra-se evit terriñ reolennoù ar skol en un doare dinoaz.

Bev eo an dud a weler er skeudennoù. Ne fiñvont ket evel an dud a weler war ar poltredoù hud hepken. Gouest int da gaozeal gant ar studierien, da dremen eus an eil taolenn d'eben ha oken da vont d'un daolenn lech'iet en ur savadur all gant ma vint livet warni ivez. E-touez an holl poltredoù a gaver en Kerambreoù e c'haller menegiñ re ar marc'heg Kadogan pe hini an intron tev (The fat lady e saozneg ha la grosse dame e galleg).

Tasmantoù a gaver er c'hastell. Unan zo evit pep koskoriad : Ar Baron Gwadek evit Slytherin, Nick Peuzdibenn evit Gryffindor. Tasmantoù all zo ivez evel Myrtle ar glemmicherez (Moaning Myrtle e saozneg). Kempennet e vez ar savadur gant elfed-ti a fard ivez bouetañs an annezidi

Koskoriadoù Hogwarts

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo ar skol etre pevar c'hoskoriad:

  • « Gryffondor » eo anv gallek Gryffindor.

Skoed Gryffindor
En gul e leon en aour
  • « Serdaigle » eo anv gallek Ravenclaw.

Skoed Ravenclaw
En glazur e erer dispak en aour
  • « Poufsouffle » eo anv gallek Hufflepuff.

Skoed Hufflepuff
En aour e louz tremenant
  • Koskoriad krouet gant Helga Hufflepuff.
  • Tasmant : ar Manac’h Lard.
  • Perzh pennañ : al lealded.
  • Renet gant ar gelennerez Pomona Sprout ; er c’hoskoriad-mañ emañ Cedric Diggory, Ernie MacMillan, Hannah Abbot, Susan Bones, Justin Flich-Fletchley, Zacharias Smith.
  • Sal-genvevañ : e rez-an-douar, mont a reer di dre un trepas a gas d’ar gegin.
  • Traez zo bet da Helga Hufflepuff : ur gib prizius kozh.
  • Elfenn ar c’hoskoriad : an douar.
  • « Serpentard » eo anv gallek Slytherin.

Skoed Slytherin
En geot e naer savant en argant
  • Koskoriad krouet gant Salazar Slytherin, a voe an hini nemetañ a hetas ne c’hallfe ket ar mudbloods studiañ er skol.
  • Tasmant : ar Baron Gwadek.
  • Perzhioù pennañ : ar gwidre, ar gorvigell hag ar vrasoni.
  • Renet gant ar c'helenner Severus Snape (professeur Rogue e galleg) ; ar c’hoskoriad-mañ an hini en doa roet bod da Lord Voldemort ha d’ar pep brasañ eus ar re a zo a-du gantañ. Un enebour meur da Harry, Drago Malefoy, zo ennañ ivez. Un nebeud skolidi eus Slytherin : Pansy Parkinson, Vincent Crabbe, Gregory Goyle, Milicent Bullstrode. E diwezh al levrenn VI e teu ar c’helenner Horace Slughorn e penn Slytherin en un doare dibad d’an nebeutañ.
  • Sal-genvevañ : er c’hevioù, mont a reer di dre an tour-meur hag antreal a-dreuz ar voger. Emañ ar sal dindan al lenn hag abalamour da se ez eo sklêrijennet gant ur gouloù glas. Klinklet eo gant klopennoù kelanoù hag eskern[1].
  • Traez zo bet da Salazar Slytherin : ur vedalenn aour bounner engravet gant ardamezioù Slytherin hag ur walenn gant ur ruzvaen glas bras en he c'hreiz (laeret gant Voldemort digant e eontr Morfin).
  • Elfenn ar c’hoskoriad : an dour.

Ar c'hentelioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet e vez ar c'hentelioù da-heul :

  • Desaverezh ar c'hrouadurioù hud gant Rubeus Hagrid. Houmañ zo unan eus ar c'hentelioù a blij ar muiañ da Harry Potter abalamour ma'z eo mignon bras gant Hagrid. Koulskoude e c'hall bezañ dañjerus un tamm rak plijout a ra an euzhviled da Hagrid. Peurliesañ e vez Skolajidi Griffindor ha Slitherin oc'h heuliañ ar c'hentelioù a-gevret.
  • Drammoù hud gant ar c'helenner Snape (Rogue e galleg). Eno e tesk an deskarded an doare da fardañ louzeier-hud ha drammoù a bep seurt. Peurliesañ e vez Skolajidi Gripi-Aour ha Naer-Dinec'h oc'h heuliañ ar c'hentelioù a-gevret.
  • Treuzneuziañ gant ar gelennerez McGonagall. Enni e vez kelennet penaos kemm stumm an traoù hag ar boudoù. Pe an daore da lakaat traoù pe boudoù bev da anadiñ diwar netra.
  • Difenn a-enep an arzoù du. Sañset eo ar vugale deskiñ enni an doare d'en em zifenn a-enep ar c'hrouadurioù hud fallakr hag ouzh strobinelloù ar sorserien drouk. Cheñch a ra ar c'helenner bep bloaz rak ur strobinell zo bet lakaet war ar post-se gant Jedusor pa oa bet nac'het outañ.
  • Diouganouriezh gant ar gelennerez Trelawney pe an den-marc'h Firenze. Eno e tesk ar skolajidi an doare da lenn an amzer da zont e doareoù liesseurt. Gwall vorodus ha torr-penn e vez ar c'hentelioù-se rak ar gelennerez ne seblant ket kaout an disterañ donezon. Ouzhpenn e tremen hec'h amzer o tiouganañ ur marv kriz da Harry Potter ha faziañ a ra bewech.
  • Kentelioù nij gant ar skubelennoù a vez roet er bloavezh kentañ gant an itron Hooch[2]
  • Kentelioù steredouriezh a vez roet bep Merc'her da hanternoz er bloavezh kentañ. Deskiñ a reer anv ar stered hag o hent en oabl[3].
  • Kentelioù louzawouriezh a vez e tier-gwer ar skol a-dreñv ar c'hastell gant ar c'helenner Sprout. Eno e tesker penaos gounit hag ober war-dro plant iskis ha foue ha penaos o impijout[4]. Er bloavezh kentañ e vez teir c'hentel bep sizhun.
  • Kentelioù strobinellerezh a vez gant ar c'helenner Flitwick[5].
  • Desket e vez ivez Istor ar sorserezh gant un tasmant, ar c'helenner Binns, da gelenner.

Don-kenañ eo al lenn. Kavout a reer enni ur stiogenn ramz a zeu war varr an dour gwezh-ha-gwezh all. Poblet eo gant ur meuriad morganed ha morganezed a gemero perzh en aventurioù Harry Potter er romant anvet : Harry potter hag ar gib tan (Harry Potter and the gobelet of fire)

Difennet eo ar c'hoad ouzh bugale Kerambreoù pa ne vezont ket gant ur c'helenner abalamour ma vev ennañ a bep seurt krouadurioù hud a c'hall bezañ dañjerus. Poblet eo ar c'hoad gant ur meuriad tud-kezeg a glask chom he kaout darempredoù gant an dud. Donezonet-kaer ez int evit diouganañ an amzer da zont hervez red ar stered hag ar planedennoù.
Kavout a reer ivez er c'hoad kevnid ramz renet gant Aragog, o zad, a oa bet degaset eno gant Hadrid pa oa yaouank. Galloud a reer kejañ ivez gant unkorneged

Hogsmeade pe Pré-au-Lard,e galleg, zo ur geriadenn hud. Houmañ zo unan eus an nebeud kêriadennoù poblet gant sorserien ha boudoù hud a gaver e Breizh-Veur. E diavaez ar skol emañ. Aotreet e vez ar skolajidi da vont di ur wezh an amzer. Eo e c'hallont prenañ madigoù hud hag a bep seurt traoù hag evañ bier amann (butterbeer pe saozneg)


  1. Harry Potter and the deathly Hollow, Bloomsburry, 2007, pajenn 365
  2. Harry Potter an the Philosopher's Stone, 1997, p 160
  3. Harry Potter an the Philosopher's Stone, 1997, p 146
  4. Harry Potter an the Philosopher's Stone, 1997, p 146
  5. Harry Potter an the Philosopher's Stone, 1997, p 146