Minerva McGonagall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Minerva McGonagall zo unan eus kelennerien Skol sorserezh ha strobinellerezh Kerambreoù e romantoù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling. E deroù an istor ez eo isrenerez ha kelennerez e karg eus koskoriad Gripi-Aour, ouzhpenn bezañ kelennerez war an treuzneuzierezh. Ezel eo eus Urzh ar Feniks ivez. Kroget eo da gelenn e miz Kerzu 1956. Soñjal a ra McGonagall ez eo an treuzneuzierezh unan eus an arzoù hud diaesañ ha dañjerusañ a gelenner e Kerambreoù.

Minerva McGonagall a zeu da vezañ renerez Skol sorserezh ha strobinellerezh Kerambreoù, war-lerc'h Albus Dumbledore pa'z a hemañ da anaon. Ne seblant ket e tigoro ar skol en-dro goude marv Dumbledore avat.

Dont a ra hec'h anv-badez eus Minerva, doueez ar furnez er vitologiezh roman. Dont a ra he anv tiegezh eus hini un istrogell eus an XIXvet kantved eus Dundee, William Topaz McGonagall, [1] a vez sellet outañ evel unan eus ar varzhed washañ e saozneg.

C'hoariet eo roll McGonagall gant an aktourez Maggie Smith e filmoù Harry Potter.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Treuzskrivadenn un atersadenn eus J.K. Rowling, The Connection (WBUR Radio), 12 a viz Here 1999

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]