Sepultura

Eus Wikipedia
Sepultura
Sepultura e 2007 e Metalmania

Bro orin Brazil
Doare(où) Death Metal
Thrash Metal
Groove Metal
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1984
Label(ioù) Nuclear Blast
SPV GmbH
Roadrunner Records
New Renaissance Records
Cogumelo Records
Lec'hienn ofisiel www.sepultura.com.br

Izili Paulo Jr.
Andreas Kisser
Derrick Green
Jean Dolabella
Izili bet er strollad Max Cavalera
Igor Cavalera
Jairo Guedez
Wagner Lamounier
Endro Sarcófago, Nailbomb, Soulfly, Cavalera Conspiracy, Udora

Sepultura a zo ur strollad metal braziliat savet e 1984[1] gant Max hag Igor Cavalera e Belo Horizonte.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn-kentañ ha Morbid Visions (1984–1986)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummet eo bet ar strollad e 1984 e Belo Horizonte, kêrbenn Minas Gerais, Brazil[1]. Savet eo bet gant ar breudeur Cavalera (Max ha Igor). C'hoant o deus bet krouiñ ur strollad goude en defe Max selaouet ar pladenn Black Sabbath Vol.4 rik ar memes devezh lerc'h eo marvet e zad[2]. Dibabet o deus an anv Sepultura, ar ger portugaleg evit "grave" ("bez" e brezhoneg) p'en deus Max troet komzioù ar ganaouenn "Dancing on your grave" eus Motörhead[3].

Levezonet int bet e penn-kentañ gant strolladoù e-giz Led Zeppelin, Black Sabbath, Deep Purple, hag ivez strolladoù brudet heavy metal hag hard rock eus ar bloavezhioù 1980 evel Motörhead, AC/DC, Judas Priest, Van Halen hag Ozzy Osbourne[1]. Met goude bezañ selaouet ar strollad Venom, paouezet o deus da selaou ar strolladoù-se, ha kroget o deus da selaou strolladoù evel Sodom, Kreator, Exciter, Exodus ha Metallica[4].

Goude en defe cheñchet meur a wech stummadur ar strollad, Sepultura a deu a-benn da ziazezañ ur stummadur stabil gant Max (gitar), Igor (taboulinoù), Wagner Lamounier (kan) ha Paulo Jr. (gitar boud)[5]. Met e miz Meurzh 1985, mont a ra kuit Wagner Lamounier, goude un nebeud diemglevioù gant ar strollad. Goude loc'hadenn hennezh, Max a gemer karg ar c'haner (ouzphenn hini ar gitar) ha pedet eo Jairo Guedes da zont da c'hoari gitar er strollad[6].

Goude tost ur bloavezh oc'h ober sonadegoù, sinañ a reont gant Cogumelo Records e 1985. Diwezatoc'h er memes bloavezh, emmbann a reont Bestial Devastation, un EP rannet gant Overdose (ur strollad thrash metal braziliad). E miz Eost 1986 enrollañ a reont o kentañ pladenn Morbid Visions er studio Vice Versa (Belo Horizonte, Brazil) hag a vo embannet an 10 a viz Du. Ur bladenn troet kentoc'h war-zu an death metal eo.

Schizophrenia, Beneath the Remains hag Arise (1987–1992)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn-kentañ 1987, mont a ra kuit Jairo Guedes peogwir ne oa ket mui dedennet gant ar fed c'hoari death metal. Erlc'hiet eo gant Andreas Kisser[7] hag emmbann a reont o eil bladenn, Schizophrenia. Ar bladenn-mañ a ziskouezh ur cheñchamant doare sonerezh, troet kentoc'h war-zu an thrash metal met o derc'hel an elfennoù death metal eus Morbid Visions. Ar strollad a sach evezh Roadrunner Records ha sin a reont gantañ.

O trede bladenn, Beneath the Remains, 'zo bet embannet e miz Mae 1989. Enrollet eo bet e miz Kerzu 1988 er studio Nas Nuvens e Rio de Janeiro. Berzh en deus bet kerkent eo bet embannet ha deuet eo da vezañ anavezet en thrash metal. Diskleriet en deus Terrorizer magazine ez eo unan eus an ugent pladenn thrash metal gwellañ biskoazh bet[8]. Ober a reont o kentañ sonadeg er Stadoù-Unanet an 31 a viz Here 1989 er Ritz e New York, e kentañ lodenn ar strollad heavy metal King Diamond. Filmet o deus o kentañ video evit ar ganaouenn "Inner Self".

E miz Genver 1989, e gouel Rock in Rio, Sepultura a c'hoari dirak muioc'h eget kant mil den. E 1990, mont a reont da veviñ er Stadoù-Unanet, resisoc'h e Phoenix en Arizona. Enroll a reont o pevare pladenn, Arise, er Morrisound Studios e Tampa, Florida[9]. Embannet eo e miz Ebrel 1991. Degemeret eo mat-tre hag en em renk #119 er Billboard 200. Max Cavalera en em zimez gant melestrerez ar strollad, Gloria Bujnowski, d'ar mare-se[10].

Chaos A.D., Roots ha loc'hadenn Max Cavalera (1993–1996)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gwengolo 1993, Sepultura a embann e bempvet pladenn, Chaos A.D., . Ar bladenn-mañ a meskl thrash metal, industrial metal ha punk hardcore[11]. Al lec'hienn Allmusic en deus roet dezhañ un notenn eus 4.5/5 o lavar e oa unan eus ar pladennoù heavy metal gwellañ biskoazh bet[12].

Embann a reont o c'hwec'hvet pladenn, Roots, e miz Meurzh 1996, enrollet er studio Indigo Ranch, e Malibu (California), e fin ar bloavezh 1995. Er bladenn-mañ, meskl a reont elfennoù sonerezh hengounel brazil gant thrash metal (dija kroget war ar bladenn Chaos A.D.), ar pezh a ro ur mesklaj divoutin. Degemeret eo mat-tre hag adarre, al lec'hien Allmusic a ro dezhañ un notenn eus 4.5/5[13].

E miz Eost 1996, Sepultura a c'hoari war leurenn pennañ ar gouel Monsters of Rock, e-kichenn Kiss, Ozzy Osbourne, Biohazard, Dog Eat Dog, Paradise Lost ha Fear Factory. Met ar wech-mañ war al leurenn, ne oant nemet tri o c'hoari, gant Andreas Kisser o kemer karg ar c'haner, goude en defe Max kuitaet lec'h ar gouel abretoc'h en devezh, evit distreiñ d'ar Stadoù-Unanet peogwir e oa bet kelaouet eus muntr e lezvab Dana Wells. E-keit-se, ar strollad a ziviz skarzhañ o melestrerez, Gloria Bujnowski. Hag a oa gwreg Max ha mamm Dana. An darvoudoù-se a lak Max Cavalera da guitaat ar strollad goude ur sonadeg er Brixton Academy e Bro-Saoz, ar 16 a viz Kerzu 1996. Max a stummo diwezatoc'h ar strollad Soulfly. Izili all Sepultura a zisklar e kendalc'hint gant ur c'haner all.

Against, Nation ha Roorback (1998–2005)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sepultura e-pad ur sonadeg, gant Derrick Green a-gleiz hag Andreas Kisser a-zehou

Sepultura a zibab an amerikan Derrick Green evit erlec'hiañ Max. Embann a reont neuze o kentañ pladenn gant ar stummadur nevez e 1998. Anvet Against, n'en devo ket kement a berzh eget a re all. Ne oa ket bet degemeret mat-tre keñver an diforc'h mouezh etre Max Cavalera ha Derrick Green. Ar wech-mañ, Allmusic a ro dezhañ un notenn eus 3/5[14].

Nation, eizhvet pladenn studio Sepultura, a zo embannet e miz Meurzh 2001. Degemeret gwelloc'h, met gwerzhet nebeutoc'h eget Against. Ar bladenn studio diwezhañ a vo embannet gant al label Roadrunners Records eo. Adarre, al lec'hienn Allmusic a ro dezhañ un notenn eus 3/5[15]. E 2002, Roadrunners Records a embann, enep bolontez ar strollad, Under A Pale Grey Sky, un enrolladur eus ar sonadeg diwezhañ eus Sepultura gant Max Cavalera.

E miz Mae 2003, embann a reont o navet pladenn studio, Roorback. O kentañ pladenn embannet gant al label nevez SPV GmbH eo. Degemeret eo gwelloc'h eget e ziagentourien, met ne vo ket gwerzhet kalz muioc'h. Allmusic a ro dezhañ un notenn eus 4/5[16]. E miz Meurzh 2005, Sepultura a c'hoari er Dubai Desert Rock Festival e Dubai. E miz Du eus ar bloavezh-mañ, embann a reont o eil pladenn live, Live in São Paulo. Enrollet eo bet e-pad ur sonadeg e São Paulo an 3 a viz Ebrel 2005, un DVD eus ar sonadeg-mañ a zo ivez embannet .

Dante XXI hag A-Lex (2006–Bremañ)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eloy Casagrande (Nova Rock 2014)

Embann a reont o dekvet pladenn studio, Dante XXI, e miz Meurzh 2006. Filmet e vo daou video evit ar ganaouennoù "Convicted in Life" hag "Ostia". Roet e vo gant al lec'hienn Allmusic un notenn eus 3.5/5[17].

E miz Mezheven 2006, kuitaat a ra Igor Cavalera ar strollad, abalamour d'un "digenglodusted arzel". Erlec'hiet e vo gant ar braziliad Jean Dolabella.

Sepultura a embann o unnekvet pladenn studio, A-Lex, e miz Genver 2009. Ar c'hentañ pladenn eo gant hini ebet eus ar breudeur Cavalera. Ar c'hoarier gitar boud Paulo Jr., a zo bremañ, an ezel nemetañ hag a zo er strollad abaoe ar penn-kentañ. A-Lex a zo bet enrollet er Trama Studios e São Paulo, Brazil. Al lec'hienn Allmusic a roio dezhañ un notenn eus 4/5[18].

E miz Gouere 2010 ar strollad a sin gant al label Nuclear Blast hag e embannint ur bladenn nevez evit al label e 2011[19].

Izili ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Paulo Jr. – gitar boud (abaoe 1984)
  • Derrick Green – kan (abaoe 1997)
  • Andreas Kisser – gitar (abaoe 1987)
  • Jean Dolabella – taboulinoù (abaoe 2006)

Izili diazezour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Max Cavalera – kan, gitar lusk (1984-1996)
  • Paulo Jr. – gitar boud (abaoe 1984)
  • Igor Cavalera – taboulinoù (1984-2006)
  • Jairo Guedes – gitar kentañ (1984-1987)
  • Wagner Lamounier – kan (1984-1985)

Ezel all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Roy Mayorga – taboulinoù (2006) (Erlec'hiet en doa Igor Cavalera e-pad an droiad evit ar pladenn Dante XXI. Met kuitaet en deus ar strollad e fin an droiad-se).

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladenn Studio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1986: Morbid Visions
  • 1987: Schizophrenia
  • 1989: Beneath the Remains
  • 1991: Arise
  • 1993: Chaos A.D.
  • 1996: Roots
  • 1998: Against
  • 2001: Nation
  • 2003: Roorback
  • 2006: Dante XXI
  • 2009: A-Lex
  • 2011: Kairos
  • 2013: The Mediator Between the Head and Hands Must Be the Heart
  • 2017: Machine Messiah
  • 2020: Quadra

Pladennoù Live[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2002: Under a Pale Grey Sky
  • 2005: Live in São Paulo

Kendastumoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1996: The Roots of Sepultura
  • 1997: Blood-Rooted
  • 2006: The Best of Sepultura

Pladennoù EP[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Barcinski, André & Gomes, Silvio (1999). Sepultura: Toda a História. São Paulo: Ed. 34. ISBN 85-7326-156-0

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Barcinski & Gomes (1999), pajenn 16.
  2. Chirazi, Steffan (2005). "The Roots of Sepultura", p. 13 [CD booklet]. Album notes for Roots by Sepultura. New York, New York: Roadrunner Records.
  3. Barcinski & Gomes 1999, pajenn 17.
  4. Barcinski & Gomes 1999, pajenn 26.
  5. Barcinski & Gomes 1999, pajenn 21.
  6. Barcinski & Gomes 1999, pajenn 28.
  7. Barcinski & Gomes 1999, pajenn 49.
  8. Terrorizer #109 (2003), pajenn 35
  9. Baird, Robert (1993-05-12). "The Boys from Brazil Transplanted to Phoenix, Sepultura Strives for Death Metal with a Conscience". Retrieved on 03/08/2010. 
  10. Sepultura. MTV. Kavet : 02/11/2010.
  11. Haagsma, Robert (1993). Sepultura. Aardschok / Metal Hammer. Kavet : 2008-05-03. Archived at Sepultura.be
  12. Chaos A.D. - Sepultura | Allmusic
  13. Roots - Sepultura | Allmusic
  14. Against - Sepultura | Allmusic
  15. Nation - Sepultura | Allmusic
  16. Roorback - Sepultura | Allmusic
  17. Dante XXI - Sepultura | Allmusic
  18. A-Lex - Sepultura | Allmusic
  19. SEPULTURA Signs With NUCLEAR BLAST RECORDS - July 6, 2010