Mont d’an endalc’had

Seneca ar Yaouankañ

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Seneca ar Yaouankañ,)
Ur pennad Seneca zo ivez.
Seneca

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Lucius Annaeus Seneca, anavezet ivez evel Seneca ar Yaouankañ (war-dro 4 kent JK65) a oa ur prederour hag un dramaour roman.

Ganet e oa Córdoba e Spagn, mab da Seneca an Henañ, etre ar bloaz 4 kent JK hag ar bloaz 1 goude JK, ha marvet d'an 12 a viz Ebrel 65.

Prederour e oa, oberour pezhioù-c'hoari, kuzulier an impalaer Neron en e grennoad. En em lazhañ a reas war urzh Neron.

Ganet e oa bet e Corduba, kêr-benn Hispania Baetica , unan eus ar c'hoshañ trevadennoù roman e-maez Italia. Diasur eo bloaz e c'hanedigezh, tri a vez kinniget gant an istorourien : pe 4, pe 3, pe 1 kent JK, diwar elfennoù dispis kavet en e oberennoù, dreist-holl [ De tranquillitate animi]] hag [[Epistulae morales ad Lucilium]]. Daou vreur en doa, Novatus ha Mela, tad ar barzh Lucanus. Tiegezh Seneca, an Annaei, a ziskenne eus divroidi italian deuet da Spagn en IIvet kantved kent JK, e deroù an trevadenniñ roman er broviñs nevez. Corduba e oa kêr vrasañ ar broviñs, ma veve an darn vuiañ eus Romaned pinvidik ha desket ar vro ; ha stank e oa an darempredoù gant kêr Roma, eleze gant ar sevenadur latin.

Trajediennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dek anezho zo deuet betek ennomp.

  • Fabulae crepidatae
Trajediennoù diwar danvez Henc'hres.
  • Fabula praetexta.
Trajedienn a c'hoarvez e Roma.
  • Octavia, "Octavia" : mar zo war anv an aozer gwirion, en he stumm diwezhañ da nebeutañ, peogwir ez eus enni diouganoù resis diwar-benn marv an aozer (e 65) ha hini Neron (e 68)[1] ; e doare Seneca ar Yaouankañ eo skrivet koulskoude, hogen goude e dremenvan hervez Petrarca[1].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) Ferri, Rolando. Octavia – A Play Attributed to Seneca. Cambridge : Cambridge University Press, 2009, pp. 5-9 (ISBN 9780521117722)