Se questo è un uomo
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |
Se questo è un uomo a zo un danevell hir, savet gant Primo Levi, skrivet etre miz Kerdu 1945 ha miz Genver 1947, diwar-benn e vuhez e kamp-labour Auschwitz III-Monowitz betek e zieubidigezh. Troet eo bet e brezhoneg gant Serj Richard e-giz Hag un den ez eus anezhañ, Mouladurioù Hor Yezh, 2015.
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karget e oa bet Primo Levi e 1945, hag ur prizoniad all gantañ, da sevel un danevell deknikel diwar-benn mont en-dro kamp-diouennañ Auschwitz evit ar Re Unanet. Al labour-se eo a voe diazez e levr Se questo è un uomo.
Poan en doe o kavout un embanner italian, nac'het e voe gant Einaudi, embanner meur Torino. A-benn ar fin e teuas al levr er-maez e miz Du 1947, e ti un embanner bihan, moullet 2500 skouerenn anezhañ hep sachañ nemeur a evezh warnañ. 1500 skouerenn a voe gwerzhet, ar peurrest a voe distrujet e liñvadeg Firenze e 1960.
Pa voe embannet e eil levr La Tregua ("An Dreverz") e 1963, e teuas un tamm brud d’ar skrivagner hag e voe taolet muioc’h a evezh ouzh e Se questo è un uomo, a voe troet neuze e meur a yezh.
Se questo è un uomo a gont ar vuhez e kampoù-diouennañ ar Yuzevien, evel ma oa bet bevet gant an oberour e-pad an Eil Brezel bed, gant ar stourm a zeiz da zeiz evit chom bev. Diskouez a ra a-hed al levr pegen euzhus e oa ar c’hampoù, ha pegen izel e veze lakaet an dud gant o bourevien.
Unan eus ar gwellañ testenioù savet diwar ar Shoah eo al levr.
Ur pennad-dilost a zo bet lakaet e 1976 d’al levr, ma klask Primo Levi respont d’ar goulennoù a vez graet outañ dalc’hmat goude e brezegennoù.
Barzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ ar varzhoneg a deu war-lerc'h ar rakskrid, e penn kentañ an danevell.
- C’hwi hag a vev dinec'h
- En ho tiez blot,
- C’hwi hag a gav en-dro pa zistroit d'ar gêr da noz
- Boued tomm ha dremmoù karet,
- Sellit pizh hag un den ez eus anezhañ
- A boagn er fank
- Na anavez ket an diskuizh
- A stourm evit ur c'horn bara
- A varv diwar ya pe nann.
- Sellit pizh hag ur vaouez ez eus anezhi,
- Deuet divlev ha dizanv
- Hep nerzh ebet ken da zerc'hel soñj
- Divuhez he daoulagad ha yen he bronn
- Evel ur ranig er goañv.
- Magit preder ez eus bet eus se:
- Deoc'h e c'hourc'hemenn ar c'homzoù-se.
- Engravit anezho en ho kalon.
- Soñjit enno er gêr, en ur vont gant ar straed,
- En ur vont da gousket, en ur sevel;
- Distagit anezho en-dro d'ho pugale.
- Peotramant, ra gouezho ho ti en e boull,
- Ra voc'h brevet gant ar c'hleñved,
- Ra droio ho pugale diwarnoc’h.
Savet eo bet ar varzhoneg diwar patrom ar Chema Israel, pedenn veur ar Yuzevien a zo da wir un arrouden eus levr an Adlezenn, VI, 4-9 ; ar gwerzennoù 6-7 a gaver amañ ger evit ger pe dost.
Pezh-c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Primo eo anv ar pezh-c'hoari savet ha c'hoariet gant Anthony Sher e Bro-Saoz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar re a oa chomet en o zao, Louis Grall. Brud Nevez 265/2007.
- Diwar-benn al levr : (fr) À la lettre