Sawyl Penuchel
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | sub-Roman Britain |
Anv e yezh-vamm an den | Sawyl ap Pabo |
Deiziad ganedigezh | 488 |
Deiziad ar marv | 590 |
Abeg ar marv | beuzadenn |
Tad | Pabo Post Prydain |
Bugel | Sanctan, Asaph |
Micher | penndiern |
Karg | legendary king of Britain |
Present in work | Historia Regum Britanniae |
Sawyl Penuchel pe Ben Uchel (uhel e benn, lorc'hus), pe Samuil Penissel (izel e benn, uvel) a voe ur roue brezhon a rene e kreisteiz ar Peninoù en hanter kentañ ar c'hwec'hwet kantved. Meneget eo e anv er skridoù kozh, er rolladoù-tiegegezh[1], hag en Triadoù.
Enne e lenner e e oa mab da Pabo Post Prydain, diskennad da Coel Hen. E dad a rannas e rouantelezh etre e vibien. Faezhet e voe gant Angled Bernicia ha ret e vo dezhañ tec'hout da Gembre.
Dimezet e veije bet da Deichter, merc'h Muiredach Muinderg, roue Ulaid hervez un nested iwerzhonat. Ganti en defe bet daou vab : Sanctan, a yeas da eskob Cil-dá-les, hag a ziazezas Kilnasantan e kontelezh Dulenn, ha Sant Madoc Ailither.
Testeni
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez buhez Sant Kadog e oa ur roue a oa e lez e Allt Cunedda, e-kichen Cydweli e kontelezh Sir Gaerfyrddin. War e lerc'h en defe redet Sant Kadog goude m'en doa laeret boued. E gavet en doa gant e c'hourion o kousket ha troc'hañ a reas o blev. Pa hemolc'has Sawyl Penuchel Kadog en em veuzias en ur c'heun. N'eur ket sûr ez eo an hevelep den ha roue Ar Pek, avat.
Bezet e vefe Sawyl Penuchel dindan un dorgenn, Banc Benuchel hec'h anv. E 1850 e kavjod aze ur c'horf, ur maen-sonn gant skeudenn ur skoed warnañ.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e raok: Pabo Post Prydain |
Roue ar Pek ) war-dro 530 -540 |
War e lerc'h: Den ebet |