Rouantelezh Ar Pek

Eus Wikipedia


Rouantelezh ar Pek
525 – 590 Flag
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Roue Sawyl Penuchel
Istor
 - Rannañ a ra Pabo Post Prydain e rouantelezh etre e daou vab 525
 - Aloubet gant Bernikia 590


Ar Pek eo an anv a reer eus ar rouantelezh vrezhon lec'hiet e Peninoù ar Su, er pezh a zo hiziv bann ar Peak. Krouet e voe, war a seblant, pa voe rannet e rouantelezh gant Pabo Post Prydain, roue ar Peninoù, etre e zaou vab e 525. Degemer a reas Sawyl Penuchel ar Su tra ma voe roet ar pezh a yelo da rouantelezh Dunoting d'e vreur.

N'anavezer ket penaoz e voe anvet ar rouantelezh gant hec'h annezidi, met marteze e oa Ar Pek rak ar strollad sakson a zalc'has he zachenn lavare bout Pecset, pe Saksoned ar Pek.

Ne badas ket hir rouantelezh ar Pek. He feuraloubiñ a reas Angled Bernikia war-dro 590 ha ret e voe da Sawyl Penuchel tec'hout da Gembre


Tud brudet ganet e Rouantelezh Ar Pek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]