Mont d’an endalc’had

Sakae Oba

Eus Wikipedia
Sakae Oba
Sakae Oba
Kabiten (Rikugun Taii) Sakae Oba e 1937
Anv badez 大場 栄
Lesanvioù Kabiten Oba (Rikugun Taii Oba)

Louarn Saipan (The fox of Saipan)

Deiziad ganedigezh 21 a viz Meurzh 1914
Aet da anaon 8 a viz Even 1992 (78 bloaz)

Gamagori, Aichi

Lec'h ganedigezh Gamagori, Aichi Japan
Bro Impalaeriezh Japan
Skourr Lu Impalaeriezh Japan
Micherioù Kelenner

Soudard

Renk Kabiten (Rikugun Taii)
Unvezh 18vet rejimant douarlu Impalaeriezh Japan
Emgannioù pennañ Emgann Shanghai (Eost 1937- Du 1937)

Emgann Saipan (15 a viz Even 1944- 1añ a viz Kerzu 1945)

Enorioù
Urzh ar Skoul Aour

Sakae Ōba[1] (japaneg : 大場 栄 Ōba Sakae), ganet d'an 21 a viz Meurzh 1914 hag aet da anaon d'an 8 a viz Even 1992, a oa un ofisour eus Lu Impalaeriezh Japan, engouestlet en Eil Brezel-bed war tachennoù emgann Sina ha re Brezel ar Meurvor Habask.

E 1934 e oa bet galvet Sakae Oba d'ober e servij soudard. Kuitaat a reas e dud da vont d'an 18vet rejimant eus douarlu Japan. Gant an unvez-se e voe kaset da gemer perzh en aloubadeg Sina gant Lu Impalaeriezh Japan ha, dreist-holl, Emgann Shanghai. En em gavout a rae eno e Miz Eost 1937.

E 1944 e voe tennet an 18vet rejimant eus douarlu Japan eus Manchouria d'e gas da dachennoù-emgann Brezel ar Meurvor Habask. En em gavout a reas Sakae Oba o stourm e emgann Saipan e miz Even.

Ar c'habiten Sakae Oba hag e strollad stourm devezh e zaskor d'ar 1añ a viz Kerzu 1945

Goude emgann Saipan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech echuet emgann Saipan dre un argadenn banzai ramzel (5000 soudard) e chomas bev ar c'habiten Sakae Oba. Ne felle ket dezhañ treitouriñ an douadenn en doa graet pa oa rollet en arme, a dalveze bezañ leal betek penn d'an impalaer. Choaz a reas neuze da guzhat ha da genderc'hel gant ar stourm. Kavout a reas un hent gyokusai dezhañ e-unan : kenderc'hel gant ar stourm betek penn e plas an emlazh enorus.

Kavout a reas 46 soudard japanat all a-benn kenderc'hel gant ar stourm, ouzhpenn da-se e kavas 160/ 200 trevour o tec'hout gant ar spont rak Stadunaniz[2]. Ar re-se o devoa choazet da glask krakvevañ e-serr emlazhañ, evel darn annezidi an enezenn (tro 22.000).

Ar strollad stourm hag ar repuidi a dec'has etrezek ar janglenn. Penn ar gwarnizon stadunanat, aet da skuizh, a lakaas 3.000 soudard Marines da vale skoaz-ha-skoaz dre an enezenn a-benn tapout al Louarn Saipan, lesanv Skae Oba bet roet dezhañ gant Stadunaniz, hag e dud. Un taol-kleze en dour e voe.

Kenderc'hel gant ar stourm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispriziet, spouronet met doujet, setu penaos ez eo diskrivet Louarn Saipan gant ar soudarded kozh bet enebourien dezhañ.

Ne chome ket nemetken da c'hortoz er janglenn, met kenderc'hel a rae ar stourm en ur laerezh dafar (boued, louzeier hag armoù) da Stadunaniz, hag en ur dagañ anezho. Dont a reas a-benn da zistrujañ ur c'harr-nij B-29 war an aerborzh brezel stadunanat bet staliet goude emgann Saipan[3].

Ar c'habiten Sakae Oba gwelet a-dost

Tagañ a rae pa c'helle Stadunaniz, a veze o klask war e-lerc'h er janglenn, betek o lakaat da dreiñ da sot[4].

Daskor Louarn Saipan hag e strollad stourm a voe d'ar 1añ a viz Kerzu 1945, 18 miz goude fin emgann Saipan[5], 3 miz goude daskoridigezh Impalaeriezh Japan[6].

Goude an Eil brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mineko Oba, gwreg Sakae Oba

Ur wech dieubet gant Stadunaniz e tistroas Sakae Oba da c'hGamagori da adkavout e wreg Mineko Oba.

Dont a reas a-benn da gejañ gant Impalaer Japan, ar pezh a chomo marteze an darvoud pouezusañ en e vuhez hervezañ.

Enoret e oa bet gant medalenn urzh ar Skoul Aour evit e obererezh e-pad ar brezel. Chomet eo tavidik war an Eil Brezel-bed, ha darn an dud, betek e wreg, ne anavezent ket an darvoudoù betek ma teuje Don Jones da atersiñ Sakae Oba er bloavezhioù 1960 evit skrivañ e levr[3].

Dre sikour e gamarad Don Jones e teuas a-benn da adpakañ e sabrenn bet roet d'an ofiser stadunanat e-pad e godianidigezh. Ar sabrenn a zo chomet abaoe e familh Oba.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Oba, the Last Samurai: Saipan 1944-45, gant Don Jones, embannadur Presidio Press, 1986 ISBN 9780891412458 (en)
  • タッポーチョ―「敵ながら天晴」大場隊の勇戦512日 [Tapochau, or In Praise of My Enemy: The Oba Unit and 512 Days' of Gallant Struggle] (Japeng). Sadamu Nakamura. gant Don Jones, embannadur Tokyo: Shodensha Publishing Co, 1982 ASIN B000J7FUHW (ja) (en)
  • Japan’s renegade hero gives Saipan new hope, gant Rob Gilhooly, pennad kazetenn embannet e Japantimes, 15 a viz Mae 2011. (en)
  • No Surrender!: Seven Japanese WWII Soldiers Who Refused to Surrender After the War, gant William Webb, embannadur CreateSpace Independent Publishing Platform (108 pajenn), 14 a viz Gouere 2014, ISBN 1500527017 (en)
  • Senka no rabu retah (Lizhiri karantez eus tanioù ar brezel), lizhiri choazet, gant Sato Yoshihisa, embannadur Toyohashi Tokai-nichi Nichi-shinbun Publishers, 23 a viz Eost 2010 (ja) (en)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan    An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan