Republik sizalpin
Ar Republik Sizalpin (italianeg: Repubblica Cisalpina; galleg: République Cisalpine) a oa ur “Republik c'hoar” da Vro-C'hall. Savet e oa bet d’an 29 a viz Mezheven 1797, gant jeneral Bonaparte, dre unvaniñ Republikoù Sispadania ha Transpadania d’ober ar Republik Sizalpin.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa erruas ar jeneral Bonaparte en Italia d’an 10 a viz Ebrel 1796 e voe aloubet Lombardia gant e arme, da lavarout eo kêrioù a oa e dalc’h Aostria (Mantova) pe Stadoù ar Pab (Bologna, Ferrara). War-lerc’h an hañv e voe aloubet ivez ar stadoù dalc’het gant an Tiegezh Este (Modena, Reggio, Massa-ha-Carrara).
Embannet e voe republikoù nevez an eil war-lerc’h eben, e Ferrara, Bologna, Reggio, Modena, ha re all).
D’ar 15 a viz Here 1796, gant an douaroù er c’hreisteiz d’ar Po (Modena, Bologna, Ferrara ha Reggio) e voe savet ur C’hengevredad sispadan, gant skoazell Bonaparte, hag en devoa ezhomm da sioulaat an traoù evit gallout kaout soudarded nevez da vont da vrezeliñ ouzh Aostria. Gant ar C’hengevredad e voe graet Republik Cispadania d’ar 27 a viz Kerzu, a voe roet dezhi ur Vonreizh d’an 19 a viz Meurzh 1797. D’an 30 a viz Genver 1797 e voe kresket, gant Massa-ha-Carrara ha Garfagnana, ha neuze, d’an 19 a viz C’hwevrer 1797, gant Romagna.
Savet e voe ur bagad gwarded keodedel, gant chaseourien ha kanolierien. D’ar 7 a viz Genver 1797, er Sala del Tricolore e Reggio, e voe savet ur gouarnamant ha dibabet ur banniel.
D’an 29 a viz Mezheven 1797 e voe kendeuzet Republikoù Cispadania ha Transpadania, d’ober ar “Republik Sizalpin”.
Banniel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur banniel triliv e oa, ruz gwenn ha gwer. E kreiz e oa ur gurunenn lore hag un arouez gant ur c’hlaouier-biroù, ennañ pevar bir da aroueziañ ar peder republik kentañ.
Departamantoù ar Republik sizalpin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]