Mont d’an endalc’had

Rencontre (Maupassant, 1882)

Eus Wikipedia
Ur pennad Rencontre zo ivez.

Rencontre zo un danevell c'hallek gant Guy de Maupassant, en 1882.

Rencontre zo bet embannet e Le Gaulois ar 26 a viz Mae 1882. N'eo ket bet adembannet gant Maupassant en un dastumad, nemet adkemeret e voe an danvez, tost ger-ha-ger, en 1883 en danevell Humble drame hag un tamm en danevell L'Attente.

Emañ an daneveller en ul lestr dirak aod ar menezioù Mauras o vont eus Saint-Raphaël da Saint-Tropez, pa daol evezh ouzh un itron gozh. Pa hej al lestr, ne ra-hi van ebet.

En deiz war-lerc'h ar beure e wel an itron o sevel er rederig da vont da Hyères. Hag eñ neuze da vale en torgennoù e-kichen Saint-Tropez.

Danevell all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un danevell all anvet Rencontre zo bet embannet en 1884.