Mont d’an endalc’had

Remington 870

Eus Wikipedia
Remington Model 870
Skeudenn ar pennad Remington 870

Ur fuzuilh-pomp Remington Model 870 dezhi ur c'hanol 20 meutad
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre bomp
Munisionoù Kalibr 12
Kalibr 16
Kalibr 20
Kalibr 28
.410
Produer Remington
Bloavezh krouidigezh 1950
Mare produiñ Abaoe 1951
Niver produet Ouzhpenn 13 milion
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) Etre 3,2 ha 3,60 kg
Hirder Etre 670 ha 1280 mm
Hirder ar c'hanol Etre 360 ha 760 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger korzennek 3, 4, 5, 6 pe 7 kartouchenn (mui unan er gambr)
Karger fiñv 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B pe C (hervez neuz diabarzh ar c'hanol hag an hirder hollek)

Ar Remington 870 zo un heuliad fuzuilhoù-pomp produet gant an embregerezh stadunanat Remington. Meur a stumm anezhe a gaver, hag ouzhpenn 13 milion a skouerennoù zo bet produet abaoe 1950 hervez an embregerezh[1]. Krouet e oa bet evit kemer plas ar Remington Model 31 war katalog ar merk, hag evit ober kevezerezh d'ar Winchester Model 1912, a oa neuze e barr he brud[2]. Ur c'harger korzennek he deus, hag a c'hall degemer betek 7 kartouchenn e meur a galibr, eus ar .410 d'an 12. Ur ganol flour pe rizennet a c'hall bezañ ganti, dezhañ meur a hirder hervez ezhommoù an dennerien.

E kreiz ar bloavezhioù 1960 e voe choazet evel unan eus armoù standart an USMC stadunanat[3]. Implijet e vez er bed a-bezh gant soudarded, poliserien koulz hag e bed ar chase. Brudet eo an arm evit bezañ fiziapl ne vern an amzer[4].

  1. (en) 13,000,000. built exactly like no other shotgun ever, war lec'hienn Remington (lennet d'ar 05/01/2025)
  2. (en) PIKE Travis, Remington 870 Review: The King of American Shotguns?, Pew Pew Tactical, 09/08/2022 (lennet d'ar 05/01/2025)
  3. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 278-279
  4. '(fr)' ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 285
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan