Reachrainn
Reachrainn (Lambay pe Lambay Island e saozneg) zo un enezenn e Mor Iwerzhon, el lark da Zulenn. Emañ war-hed 4 km diouzh an douar-bras hag ar poent pellañ er reter eus Republik Iwerzhon eo.
Div enezenn all eus Iwerzhon o deus anvioù heñvel : Reachlainn e kontelezh Aontroim ha Reachlainn Uí Bhirn e kontelezh Dún na nGall.
Stank eo an evned-mor en enezenn : enni e vez ereved, morvrini, gouelini gris, torted o neizhiañ[1]. Ur c’hoadig oulm zo, an hini diwezhañ en Iwerzhon. Daoust ma ne oa ket bet aloubet Iwerzhon gant ar Romaned en Henamzer, e ouzomp e oa anavezet enez Reachrainn ganto. Anvet e veze Limnios ganto. E 795 e voe taget an enezenn gant ar Vikinged, an dagadenn gentañ gant ar bobl-se war Iwerzhon, moarvat. Un anv norsek eo Lambay, ennañ an dibenn –ay, a verk un enezenn. Er XVvet kantved e oa ur c’hastell war an enezenn ha talvezout a reas da doull-bac’h evit soudarded a-du gant ar roue Jakez II, goude o faezhidigezh en Emgann ar Bóinn (Boyne). War dreuzoù an XXvet kantved e voe treuzfurmet ar c’hastell-se en un ti-meur klet, perc’hennet bremañ gant ur familh nobl, ar familh Revelstoke.
E-kichen enez Reachrainn ez eas al lestr “Tayleur” d’ar straed e miz Genver 1854, gant 650 den pe war-dro en e vourzh. Lesanvet eo bet "an Titanic kentañ". Eus Liverpool e oa aet ar vag kuit ha da Aostralia e oa da vont, evit he beaj kentañ. An hanter eus an dud a voe beuzet. Kant anezho a voe beziet e Reachrainn. Ne voe nemet 290 den a chomas bev.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- RMS Tayleur, er Wikipedia saoznek.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad diwar-benn istor Reachrainn (e saozneg)